Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwened > Kenstrivadeg helavar Gwened Tolpad-kêrioù
Enez_Arz_20240408_100217

Kenstrivadeg helavar Gwened Tolpad-kêrioù

Skolaj-lise Diwan Gwened

10/04/2024

Dalc'het e vo ur genstrivadeg helavar er skolaj-lise Diwan ar Morbihan d'ar Merc'her 5 a viz Even da 6e noz. Ur raktres kaset gant ar liseidi e kenlabour gant Vannes Agglomération ha kevredigezh Paysages de Mégalithes eo. Ar liseidi zo aet da welet peulvennoù ar Bono hag Enez Arz e miz Ebrel. Pal ar genstrivadeg eo lakaat da anaviñ ar glad 'zo tro-dro ha lakaat war-wel ar brezhoneg.

Digor eo ar genstrivadeg da dud ag an diavaez ivez. Pedet int da gemer perzh pe da vouezhiñ evit ar brezegenn o deus kavet gwelloc'h. Bout vo ur c'huzul ag ar re fur e lec'h ma vo ur skiantour, ur c'helenner war ar brezhoneg, un arkeologer, dilennidi ha renerez Paysages de Mégalithes. Ar priziadennoù vo filmet gant KUB.

Titouroù ouzhpenn diwar-benn ar genstrivadeg helavar war ar liamm-mañ : https://view.genial.ly/660bc82d3ba08700143f6752/interactive-content-ligne-du-temps-visualisation-des-donneeshttps://view.genial.ly/660bc82d3ba08700143f6752/interactive-content-ligne-du-temps-visualisation-des-donnees

Evit kaout resisadurioù e c'hellit mont e darempred gant ar skolaj-lise ivez :

skolaj-lise.gwened@diwan.bzh

02 97 62 60 80

Gerioù-alc'hwez stag : concours    éloquence    glad   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ