Darempred

Degemer > Skoazellañ Diwan > Legadiñ da roc’h diwan
skol-diwan-kraozon__RLP1964

Legadiñ da Roc’h Diwan

Ur font debarzhadur bet krouet da harpañ Diwan d’an 18 a viz C’hwevrer 2010 eo Roc’h Diwan. Meret e vez gant pemp merour a-youl vat anvet gant kuzul-merañ Diwan.

Ar font debarzhadur-se a ro an tu da gement hini a fell dezhañ da reiñ madoù (donezon, asurañs buhez, leg) da zDiwan hep rankout paeañ ul lodenn d’ar Stad. N’eo perzh Roc’h Diwan nemet merañ ar madoù a vez fiziet ennañ ha n’en deus tamm perzh ebet e mont en-dro ar rouedad nag er bedagogiezh.

Ma fell deoc’h titouroù pe kuzulioù diwar-benn kinnigoù leg, donezon, asurañs buhez, e c’hellit mont e darempred gant Diwan dre bostel, dre bellgomz (02 98 21 33 69 ou 06 24 90 36 07) pe dre lizher :

> Roc’h Diwan, ZA Sant Ernel, BP 147, 29411 Landerne cedex

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : prof   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ