Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Plougastell-Daoulaz
Skol Diwan Plougastell-Daoulaz

Skol Diwan Plougastell-Daoulaz
Sant Drenan / Saint Adrien
Plougastell Daoulaz / Plougastel-Daoulas 29470

02 90 82 87 85







Skol Diwan Plougastell-Daoulaz
Digoret eo ar skol abaoe miz Gwengolo 2017.
skol-diwan-plougastell_plougastel_dd2022_2

Skol Diwan Plougastell

Bidoc'hig ar rouedad

Ar bidoc'hig eo skol-vamm Diwan Plougastell-Daoulaz ! Ne oa nemet div skol Diwan e Kumuniezh Kumunioù Brest. Gant Plougastell-Daoulaz ez eus bet digoret  un trede skol a oa gortozet e bro ar sivi gant kalzik familhoù. An div skol all e Brest a oa bugale eus Plougastell-Daoulaz enno. Eus ar gumun e teu lodenn vrasañ ar vugale hag eus kumunioù tost. A-drugarez da labour ar c'homite skoazell n'eo ket bet hir an traoù. E miz Kerzu 2015 e oa bet an darempredoù kentañ etre mammoù ha tadoù bugale gant sez ar rouedad Diwan e Landerne. E miz Meurzh 2016 e oa bet savet ar c'huzul skoazell ha goude emvodoù foran ha sikour ar maer e oa krog ar skol-vamm da zegemer bugale vihan e miz Gwengolo 2017. Da lavaret eo nebeutoc'h eget daou vloaz prientiñ. Ur sapre taol kaer a berzh ar c'huzul skoazell !

Emañ staliet ar c'hlas kentañ en ur savadur-fiñv lakaaet gant skoazell an ti-kêr e-kichen sal ar bagad hag ar c'helc'h keltiek e ti Bagadañs ,hag a-benn daou pe dri bloaz e vo kavet ul lec'h brasoc'h.

Ne vo ket ar bagad o seniñ pa vo ar vugale er skol e-kichen. Siwazh dezho marteze ! Buhez hir da skol Diwan Plougastell-Daoulaz !

Keleier ar skol

« Ur gwir efed pozitivel war ar familh »

25 September 2019

Efedoù pozitivel a-wechoù a c’hell bezañ merzet war ur familh a-bezh pa emañ ar vugale skoliatet e Diwan. Setu ar pezh a lavar...

Holl keleier ar skol
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Diwan : nevesaet an dud e penn ar rouedad a-benn treiñ war zu an dazont

Dilennet en deus Kuzul-merañ Kevredad Diwan ur burev nevez, klok gant seizh den ennañ. Ar pal gant ar burev-mañ a zo kreñvaat en-dro...

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ