Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan roazhon > Perzhioù dispar ar soubidigezh er c’hentañ derez
skol_Roazhon1Skol_RoazhnCM2

Perzhioù dispar ar soubidigezh er c’hentañ derez

Gwriziennet eo ar yezh enno dija

Lire cet article en français

Gant ar soubidigezh e brezhoneg kroget abred ha kendalc’het a-hed ar skoliata er c’hentañ derez e teu ar vugale da vezañ gwir vrezhonegerien ha gallegerien, gant se e c’hellont tremen aes eus ur yezh d’eben. Lenaig Sparfell, skolaerez e skol Diwan Roazhon, a zispleg deomp pegen mat eo ar soubidigezh er c’hentañ.

Penaos e vev ar vugale gant ar yezh vrezhoneg er c’hentañ derez ?

Er skol kentañ derez e komz ar vugale brezhoneg en un doare naturel, ul lodenn diouto eo. Pa groger gant ar c’hentelioù galleg er CE e vez souezhet ar vugale o klevet ar skolaer o komz galleg, kavout a reont an dra-se farsus ha droch. Diskouez a ra mat pegen don eo o liamm ouzh ar brezhoneg. Kemer a reont pleg adal neuze da gomz brezhoneg HA galleg gant ar skolaer ha gouest e vezont da c’houzout pegoulz e vez komzet an eil yezh pe eben. Met ar brezhoneg a chom atav yezh buhez ar skol.

An dra-se a chom gwir pa greskont ?

Adalek ar CM e vez meüroc’h a spered ar vugale ha krog e vezont da sevel goulennoù outo o-unan war sujedoù kevredigezh, evel an endro da skouer, met dreist-holl war plas ar brezhoneg en o buhez. Goulennoù a vez ganto : Perak e komzan brezhoneg ? Perak saveteiñ ar yezh ? Neuze e vez roet ostilhoù dezho evit magañ o freder : testennoù, barzhonegoù, kanaouennoù. Keñveriet eo ar yezh ouzh un teñzor da skouer gant Anjela Duval, ar skeudenn-lavar-se a blij d’ar vugale, talvoudus-tre eo evito. E kerzh ar mare-se e vez gwelet pegen talvoudus eo ar brezhoneg evit o deskadurezh.

Daoust-hag-eñ e vez mesket an div yezh gant ar vugale abalamour d’ar soubidigezh ?

Aes-tre eo dezho tremen eus un eil yezh d’eben : ur wech m’int deuet barrek da gomz brezhoneg e vezont gouest d’ober gant an div war un dro, ha buan a-walc’h. Da skouer, pa vezont war ar porzh e c’hoarvez ganto komz galleg etrezo, evit distanañ dreist-holl, met pa dremenan hebiou dezho ez eont diouzhtu war ar brezhoneg, en un doare aes-tre.

An tremen eus ar vuhez vrezhoneg er skol hag ar vuhez e galleg er gêr n’eo ket re ziaes ?

Ouzhpenn ma’ z int barrek da dremen eus un eil yezh d’eben e vez loc’h enno p’o deus un dra bennak dreist d’ar re all, ur wech er maez eus ar skol. Gouest int da gaozeal etrezo hep bezañ komprenet gant an holl ha talvoudus eo, e-giz ur sekred hag a vefe etrezo. Evit ar pezh a sell ouzh an deverioù, gouest int d’ober o labour noz o-unan, ne vez ket roet re a draoù dezho forzh penaos, pe deverioù gwelet asambles dija, kentelioù da adlenn pe da adwelout. Barrek int da zisplegañ d’ar gerent drezo o-unan ha p’o devez c’hoant e c’hellont bezañ emren evit deskiñ ha labourat.

Gerioù-alc'hwez stag : soubidigezh    kentañ derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ