Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan plijidi > Penaos e vez tallet an diaesamantoù yec'hed gant skolaj Plijidi ?
Kluedo_Plijidi
Kluedo er Skolaj ! Aozet e oa bet daou c’hoari Kluedo bras er skolaj evit lidañ vakañsoù Nedeleg 2020. ©Skolaj Diwan Plijidi

Penaos e vez tallet an diaesamantoù yec'hed gant skolaj Plijidi ?

Covid 19

22/02/2021

Emañ ordin skipailh renerezh skolaj Plijidi o klask diskoulmoù a-feson evit lakaat ar skolajidi hag ar skipailh pedagogel da zont d'ober skol… o kontañ ez eus ouzhpenn 200 diabarzhad er skolaj-se ! Displegadennoù a zo bet kaset d'ar familhoù gant ar renerezed, d'an 22 a viz C'hwevrer.

Lire en français

Daoust ma seblant gerioù ar Stad displegañ deomp ha deoc’h n’eus kudenn ebet na cheñchamant ebet er skolioù, e tleomp ansav deoc’h e vez start-tre hom buhez, war an dachenn, dre faot ur protokol a vez startoc’h-startañ da heuliañ bemdeiz. Evel ur sportour a-vicher o c’haloupat dreist d’ar c’hleuzioù en em c’houlenner pegoulz e vo an hini diwezhañ, evel ur bladenn galet a vez lodennet en em c’houlenner e pet tamm e vo lodennet hom empenn …

Krediñ a refet pe ne gredfet ket met tenn eo ar prantad-mañ ha kement cheñchamant a vez da aozañ a vez hir : kas un SMS, cheñch roll ar mont en-dro er predva, cheñch plas d’ar gweleoù…

Dihentet e vez hon femdeiz a-dra-sur, met, dont a reomp a-benn da sevel, da grouiñ traoù memestra : un diskouezadeg war ar mor a vo e 6vet klas, labouret o deus an 3deidi gant un arzourez a-benn sevel un diskouezadeg fotoioù d’ar skolajidi all, emaomp o prientiñ degemer ar CM2 (meur a zevezh), c’hoarioù a-stroll, pe nozvezhioù pijama a zo bet ha setu prest kazetenn ar skolaj !

N’eo ket bet aes ar goañvezh, ni ‘lâr deoc’h, ha koulskoude n’eus ket diskroget na kelenner.ez na kasour.ez ebet gant e/he labour e-pad pell. N’eo ar pell-labour aes evit den. Goût a ouiomp ho peus bet, c’hwi tud ar skolajidi, da aozañ devezhioù dreist-ordinal evit ho pugel, goût a ouiomp e c’houlennomp gant ar re yaouank labourat a-bell ha war an emrenerezh war mizvezhioù ha mizvezhioù; ha kelenn a ra ar gelennerien war an dachenn hag a-bell.

Kelenn ha deskiñ a raemp asambles, ar raktresoù, ar c’hoarzhadegoù a zoug ac’hanomp, holl asambles. Klask a reomp daoust da bep tra, derc’hel al liamm etre ar grennarded hag o c’helennerien, met anat eo, tud omp, ha nec’het, gwasket, kollet memes a-wechoù, gant an aergelc’h ponner-se, met ne gollomp ket spi. Emichañs e c’hallimp degemer an holl skolajidi prestik en-dro. Emaomp o labourat war doser an transportoù pemdeziek c’hoazh, hag emaomp o c’hortoz e vefe degemeret gant ar Rannvro.

O c’hortoz, siwazh, e rankimp ober gant ar steuñv-mañ, amañ-stag goude ar vakañsoù.

Vakañsoù mat deoc’h tout.
Soaz ha Gwenola

 

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : covid    eil derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenemglev Stad-Rannvro : Bepred unvan hor c'hevredigezhioù evit goulenn neveziñ anezhañ

8 a viz Ebrel 2021, Kambr ar gannaded e Pariz. 247 kannad o deus votet evit ar c'hinnig a-zivout gwarez ar yezhoù rannvro hag o bruderezh.

Lezenn yezhoù rannvro : Kannaded·ezed Breizh ! Deomp dezhi betek penn, kontañ a reer warnoc'h d'an 8 a viz Ebrel !

Ni, ar strollad "Unanet evit ar Brezhoneg" a stourm abaoe mizioù evit ma vo an 8 a viz Ebrel un devezh istorel evit ar yezhoù bev...

"Bonreizhel eo ar c’helenn dre soubidigezh e yezhoù rannvro"

D'an 8 a viz Ebrel e vo studiet gant ar senedourien en eil lennadenn kinnig lezenn ar c'hannad Paul Molac war gwarez gladel ar yezhoù...

Renabl danvez niverel e brezhoneg evit talañ ouzh epidemiezh ar c’hovid-19

Evit derc’hel ul liamm gant yezh ar skol e-pad epidemiezh ar c’hovid-19 ez eus kalz a zanvez plijus, evit studiañ pe evit dudiañ....

An holl bennadoù war an tem-mañ