Darempred

Degemer > Doriou-digor-diwan-2024
doriou-digor-portes-ouvertes-diwan-2024

Dorioù digor Diwan d'ar 15-16/03

Koulzad 2024

21/02/2024

Lire cet article en français

Ar bloaz-mañ, dorioù digor Diwan a zo aozet d'ar 15 ha d'ar 16 a viz Meurzh. Posubl eo ivez gweladenniñ skolioù zo gant videoioù en ur glikañ amañ.

E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant an Deskadurezh Stad emañ hor c’hlasoù ha stummet eo hor skipailhoù evit kinnig ur c’helenn dre soubidigezh. En hor rouedad e vez skoliatet ouzhpenn 4 000 skoliad e 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise.

Ouzhpenn da se, Diwan ez eo 46 vloaz a skiant-prenet hag ur c’helenn a gemer e kont sevenadur Breizh a-vremañ. Se zo kaoz eo hor skolioù pouezus-kenañ evit treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù nevez.

Tad pe vamm oc’h ha ne gomzit ket brezhoneg ? Evel 80% eus ar familhoù o deus bugale skoliatet e Diwan oc’h eta !  Gant hor c’helenn e c’hell ar skolidi bezañ gwir gomzerien, kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Evit gwir, a-galite eo hon hentenn bedagogiezh, ‘pezh a zo diskouezet gant hon disoc’hoù : 97% eus al liseidi o deus tapet ar vachelouriezh ha 98% eus ar skolajidi o deus tapet ar breved e miz Even 2023.

Ac’hanta, plijet gant se ? Karout a rafec’h gouzout hiroc’h war ar c’helenn dre soubidigezh ? C’hoant ho peus e teskfe ho pugel brezhoneg evit bezañ divyezhek ? Digor bras eo hon dorioù !

Gwellañ doare da ober anaoudegezh gant Diwan eo dont da welout petra vez graet er c’hlasoù, deuit neuze da gejañ ganeomp ! War al lec’h e vo ar skolaerien evit respont d’ho koulennoù war ar bedagogiezh ha war mont en-dro ar skoliata e Diwan.

Evit kavout ar skol dostañ eus ar gêr, dre amañ eo ! Hag evit kompren pep tra war ar soubidigezh yezh, dre aze eo ! Hag evit anavezout mont en-dro kevredigezhel ar skolioù klikit amañ !

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ