Darempred

Degemer > Doriou-digor-2025
doriou_digor_2025_Design_sans_titre6_Design_sans_titre7

Dorioù digor Diwan d'ar 7 ha d'an 8 a viz Meurzh

Koulzad 2025

06/02/2025

 

Lire cet article en français

Ar bloaz-mañ, dorioù digor Diwan a zo aozet d'ar 7 ha d'an 8 a viz Meurzh. Posubl eo ivez gweladenniñ skolioù zo gant videoioù en ur glikañ amañ.

E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant an Deskadurezh Stad emañ hor c’hlasoù ha stummet eo hor skipailhoù evit kinnig ur c’helenn dre soubidigezh. En hor rouedad e vez skoliatet 4 000 skoliad e 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise.

Ouzhpenn da se, Diwan ez eo 47 vloaz a skiant-prenet hag ur c’helenn a gemer e kont sevenadur Breizh a-vremañ. Se zo kaoz eo hor skolioù pouezus-kenañ evit treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù nevez.

Tad pe vamm oc’h ha ne gomzit ket brezhoneg ? Evel 80% eus ar familhoù o deus bugale skoliatet e Diwan oc’h eta !  Gant hor c’helenn e c’hell ar skolidi bezañ gwir gomzerien, kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Evit gwir, a-galite eo hon hentenn bedagogiezh, ‘pezh a zo diskouezet gant hon disoc’hoù : 97% eus al liseidi o deus tapet ar vachelouriezh ha 98% eus ar skolajidi o deus tapet ar breved.

Ac’hanta, plijet gant se ? Karout a rafec’h gouzout hiroc’h war ar c’helenn dre soubidigezh ? C’hoant ho peus e teskfe ho pugel brezhoneg evit bezañ divyezhek ? Digor bras eo hon dorioù !

Gwellañ doare da ober anaoudegezh gant Diwan eo dont da welout petra vez graet er c’hlasoù, deuit neuze da gejañ ganeomp ! War al lec’h e vo ar skolaerien evit respont d’ho koulennoù war ar bedagogiezh ha war mont en-dro ar skoliata e Diwan.

Evit kavout ar skol dostañ eus ar gêr, dre amañ eo ! Hag evit kompren pep tra war ar soubidigezh yezh, dre aze eo ! Hag evit anavezout mont en-dro kevredigezhel ar skolioù klikit amañ !

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

An holl bennadoù war an tem-mañ