Darempred

Degemer > Diwan-e-mare-ar-chenfinan
skol-diwan-kemper1__RLP2067

Diwan e mare ar c’henfinañ

24/03/2020

Lire cet article en français

#ChomitErGêr a zo ar ger stur e Bro-C’hall er mare mañ ! Ha ya, ret eo bezañ kenfinet evit gellout trec’hiñ ouzh ar c’horonaviruz. Met pa vez komzet eus kenfinañ e ranker soñjal penaos aozañ ar skol er gêr ha Diwan ‘zo barzh ar jeu evel just. Taolomp ur sell war aozadur ar skolioù hag ar familhoù.

 

Patricia Chorlay-Henot, kenurzhierez pedagogel kentañ derez Diwan

Evit ar pezh a sell ouzh ar c’hendalc’husted pedagogel, emaomp e darempred gant ar renerien skol en un doare ingal. Digoret hon eus ur forum en linenn evit eskemm etrezomp ha tapout kentelioù ha mennozhioù etre skolaerien. Pep skolaer a zo e darempred gant familhoù o c’hlas ha tremen a ra mat. Evit ar familhoù n’o deus ket internet ez eus pakadoù kentelioù prest er skol da vont da gerc’hat. Evit ar re o deus diaestaerioù gant ar c’hentelioù er ger, kit e darempred gant o skolaer pe gant rener ho skol, o labourat emaint ha prest int d’ho sikour ! Danvez a zo bet kaset gant ar skolaerien hag a vo dedennus evit an holl familhoù, en linenn emañ o klikañ amañ !

> Lenn testenioù ha korfigelloù familhoù Plougastell-Sant-Jermen ha Montroulez embannet en Télégramme

Pascale Chevillard, kenurzhierez pedagogel eil derez Diwan

En eil derez, e labouromp gant Pronote, mont a ra mat en dro. Kudennoù ezlinenn hon eus bet ar sizhun tremenet kement a dud a oa war al lec’hienn asambles er memes amzer, met ‘benn ar fin en deus dalc’het Pronote an taol ! Ar gelennerien a laka ennañ liammoù, traoù da selaou ha da sellet, poelladennoù, fichennoù, … Meur a stumm a zo hervez an danvez, memes evit ar sport hag an arzoù ! Roet e vez labour evit mont war raok, gant ar pezh a zo posubl d’ober er ger ha hervez ar pezh eo gouest ar grennarded d’ober o unan ivez. Kempouezañ a reomp tout se. Gant Pronote, e c’hell ar skolajidi hag al liseidi sevel goulennoù ouzh ar gelennerien war eeun, rentañ o deverioù, enrollañ dielloù… Kavet ez eus bet diskoulmoù gant an holl evit kaout binviji er gêr (tabletennoù pe urzhiataerioù). Ar familhoù a zo laouen, kendalc’homp neuze. Ar c’huzulioù klas a zo bet graet ar sizhun tremenet, dre VIA, ul lec’hienn gant an Deskadurezh Stad. Eskemmet e vez kalzig etre kelennerien dre bostel, klasket e vez ivez en em vodañ gant forum Pronote.

> Selaou atersadenn Erwan ar Berr, rener skolaj Kemper

Maze Bergot, kelenner war an istor-geo hag ar brezhoneg e skolaj Diwan Plijidi

Dre vras e tremen mat ar c’henfinañ. Kas a ran labour d’ar skolajidi ha kemer a reont intrudu evit en ober. Roet em eus dezho poelladennoù hag ur sintezedenn d’ober. N’ez eus ket ezhomm bezañ war o chouk evit ma vefe rentet al labour. Ar pezh a zo souezhus tre peogwir n’hon eus ket bet amzer prientiñ ar skol er gêr : re verr e oa kaout nemet un devezh evit reiñ labour dezho ha prientiñ an aferioù da gas d'ar gêr, ezhomm vefe bet muioc’h a amzer. Met war ar seblant, e prou eo gouest ar skolajidi da labourat o unan pa vez ezhomm.

Aziliz Peaudecerf, liseadez e termen ES el lise Diwan Karaez

Aozet em eus un implij amzer evit urzhiañ va labour : bep noz em eus da c’houzout ar pezh em eus da echuiñ ha d’ober an deiz war lerc’h. Savet hon eus ur gaozeadenn gant ar c’hlas war Messenger evit derc’hel an eskemmoù hag ur vuhez klas memestra, pep hini en em sikour an eil gant eben·egile memes en ur vezañ pell diouzh ar re all. Bloavezh ar bacho eo evidomp neuze eo un tamm ankenius, ur prantad iskis eo, an traoù n’int ket re sklaer c’hoazh. Ar ministr Blanquer en deus lavaret e vefe marteze un amprouiñ dibaouez e plas an arnodenn… Ar pouezusañ ‘zo bet graet dija er c’hlas met kenderc’hel a reomp da labourat ha d’ober omp seizh gwellañ. Kemeret em eus perzh er c’huzul klas ar sizhun tremenet dre m’emaon dileuriadez eus ar c’hlas. Aozet eo bet dre bellgomz peogwir e oa ret kadarnaat an trimiziad memestra evit kenderc’hel an enstrivadurioù Parcours Sup. An dra-se ivez n’eo ket sklaer, kenstrivadurioù ‘zo zo nullet, lod n’int ket c’hoazh… Gwelet e vo penaos ez aio an traoù war-raok tamm ha tamm...

Gregor Mazo, kenrener rouedad Diwan

Tapet omp bet kerkoulz hag ar re all, padal hon oa santet an traoù oc’h erruout pa oa bet serret skolioù zo er Mobihan adalek penn kentañ miz Meurzh (An Alre, Baod ha kentelioù e skolaj Gwened), a-raok ar c’henfinañ : en ur mod e oamp bet lakaet e barzh ar jeu. Gourc'hemennoù d'ar skolaerien ha d'ar gelennerien a zalc'h da ginnig danvez d'ar vugale war ar pemdez evit ma kendalc'ho ar skoliata, e brezhoneg mar plij ! Gourc'hemennoù ivez d'ar re a zegemer bugale tud a vicher tachenn ar yec'hed (implijidi ar skolioù en o zouez) ! Sikouret e vez anezho evit kenderc’hel an traoù da vont war raok.

Anna-Vari Chapalain, renerez rouedad Diwan

Amañ er sez, kaset hon eus ar muiañ a dud er ger ha gellout a reomp heuliañ al labour eus pell. Dalc’het e vez al liamm gant an dud e karg evit kelaouiñ anezho eus an urzhioù roet deomp gant ar minister. An holl ha n’o deus ket redioù da vont war o lec’h labour a rank chom kloz er gêr, labourat a-bell evit ar re a c’hell hag evit a re all profitomp evit mont war-raok e brezhoneg !

Tangi Merien, tad brezhoneger e skol Diwan Brest

Degaset e vez bep mintin labour gant Céline, skolaerez Billie, ha diouzh an noz e vez kaset ganti an difaziadenn. A-drugarez d’ar c’hentelioù e talc’homp ul lusk boutin, memes evidon ! Mont a reomp trankilik en ur gregiñ gant al labour diouzh ar mintin, un tamm dudi da c’houde, hag adkregiñ gant al labour goude merenn. E penn kentañ e oa diaes labourat evit Billie peogwir n’he doa ket komprenet n’eo ket vakañsoù. Ret eo displegañ petra c’hoarvez evit nompas ankeniañ anezhi. Skrivet he deus ar ger “koronavirus” n’ouzon ket pet gwech e-pad ar skol er gêr !

Youenn Chapalain, ezel eus KDP skol Diwan Kemper

Ur strollad WhatsApp evit an AEP hon eus, ar pezh a zo efedus evit derc’hel al liamm, kaout keloù prim ha reoliek, gouzout an ezhommoù… Kregiñ a reomp da jediñ ar pezh ‘vo kollet gant ar skol ablam d’ar c’horonavirus. Kenderc’hel a reomp gant hor raktres trede lec’h e Kemper : ni zo vont da aozañ ur brezegenn enlinenn ha mont e darempred gant familhoù evit kas an traoù da benn memestra.

 

E-pad ar mare diaes-se, kendalc’homp gant hor spered a-stroll ha dalc’homp an darempredoù etrezomp !

Gerioù-alc'hwez stag : koronaviruz    kentañ derez    eil derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het...

Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

Devezh pedagogiezh 2024

D’an 12/11 eo en em vodet skipailhoù pedagogel Diwan en hor 6 skolaj e Breizh a-bezh.

An holl bennadoù war an tem-mañ