Darempred

Degemer > Daoust-hag-e-vimp-holl-yalch-goude-ar-gorventenn
AG_emvodmeur

Daoust hag e vimp holl yac'h goude ar gorventenn ?

Koronavirus

23/04/2020

Deiziet e oa bet e vije bet aozet emvod-meur Diwan d’ar 25 a viz Ebrel e skolaj Plijidi. Abalamour da enkadenn ar c’horonavirus, n’hallimp ket derc’hel gant an deiziad-mañ. En soñj emaomp ampellaat an emvod e plas emvod kuzul ar skolioù, skolajoù ha lise, da lavaret eo d’ar 27 a viz Even. N’eo ket kadarnaet an deiziad evit ar poent. Amañ dindan avat e c’helloc’h lenn danevell hollek ar prezidantez. An danevell oberezh ha renta-kont an teñzorer a zo bet kaset dija d’ar skolioù, skolajoù ha lise evit bezañ treuzkaset da izili Diwan.

Lire en français

« En holl yezhoù ar blanedenn ez eus bet degemeret ur ger nevez er goañv 2019-2020 : Koronaviruz. Ur ger evit envel ur viruz a orin anevaled. Ur ger a lak en arvar yec'hed milionoù a wazed hag a vaouezed. Ur ger hag a lak diaes hor buhez pemdeziek hag e dañjer gwirioù miliardoù a dud. 
« Pa erru kleñved-red ar c'horonaviruz eo da gentañ skolioù An alre, Baod ha skolaj Gwened a oa bet ranket serriñ e penn kentañ miz Meurzh ha war-lerc'h evit abegoù yec'hed eo bet serret skolioù all ar rouedad ha nullet obererezhioù ar c'hevredigezhioù desevel poblek hag ar c'huzulioù skoazell.
« Goude ar souezhadenn n'omp ket chomet abafet ha pep hini en deus graet e lod evit talañ ouzh an enkadenn. Ober ma c'hello ar skolidi kenderc'hel gant al labour skol, degemer en doare gwellañ posupl bugale tud a ra war-dro ar re glañv, derc'hel goproù implijidi Diwan hag ar skolioù, skoazellañ ar familhoù deuet da vezañ oberiant da vat e skoliata o bugale.
« E fin miz Meurzh, emaomp en entremar da vat : Peur e vo digoret ar skolioù en-dro ? Peur e c'hellimp bodañ an emvod meur ? Penaos derc'hel kontoù ar skolioù kevredigezhel kempouez tra ma erruo un enkadenn ekonomikel bras ? Ha dreist-holl, daoust hag e vimp holl yalc'h goude ar gorventenn ?
« Sur omp avat eus traoù a c'heller en em harpañ warno. Tud Diwan a ra o lod evit degemer bugale ar re a intent ouzh ar re glañv e-kerzh an devezhioù skol, un dra anat evit ur rouedad a heuilh pennaennoù servij publik an deskadurezh. Lakaat e pleustr ar c'hendalc'husted pedagogiezh setu un dra a zo bet kaoz da geñver al labourioù stroll e Breujoù Diwan ma hor boa prederiet war pennaennoù ar servij publik : kendalc'husted, kevatalded hag asazaat.
« Gwelout a reomp ivez eo gwallgaset hor raktres pedagogiezh, diazezet war ar soubidigezh e brezhoneg abalamour d'ar skoliata er gêr. Met un digarez eo abenn ar fin evit kreñvaat plas ar brezhoneg er gêr. En ur ambroug o bugale e c'hell tud ar vugale lakaat un tamm muioc'h a vrezhoneg en o buhez pemdeziek. E kreizig-kreiz hor rouedad skolioù emañ ar gwirioù Mab-den, dreist-holl ar gwrioù sokial ha sevenadurel.
« Gant ar c'hleñved-red Covid-19 e rankomp soñjal e pennaennoù ar gwirioù-mañ. Hervez Aozadur ar Broioù Unvan eo hollvedel gwirioù Mab-den met ivez dirannus ha kenlevezonet. Ar pezh a dalv n'eus renk ebet etre ar gwirioù. Raktreset vez avat en testennoù etrevroadel e c'hell abegoù yec'hed reizhaat strizhadurioù amzeriat war frankizoù zo (dilec'hiañ, ezteurel, kevredigezh).
« Neuze pa emgavo an diskuizh evit an holl re a intent ouzh ar re glañv, pa zeuio pep hini er maez eus e lec'h kenfinañ, pa zigorimp ar skolioù en-dro, en do cheñchet stad an traoù. Moarvat ne ouezimp ket war be du treiñ evit diskoulmañ an holl gudennoù. Neuze hor bo ezhomm da gavout an nerzh evit kregiñ en-dro gant al labour hag a-nevez, talañ ouzh diaezamantoù dec'h ha difenn an diskoulmoù bet kavet dija.
« Aze e komzan eus al labour a-feson a gasomp abaoe 2017 evit derc'hel padus implijoù nann gelennerien hor skolioù. Peseurt bennak vefe an degouezhioù eo reizh evit hor skolioù da gaout ar skodenn skol raktreset e lezenn Blanquer miz Gouere 2019. E 2020 e tlefemp sinañ ur c'henemglev gant ar Stad hag ar C'huzul rannvro ; daoust da strafuilh ar c'hleñved-red e vimp war evezh ma talc'ho kont eus hor palioù ha ma skoazello hor skolaerien, hor gopridi, hon tud a-youl vat hag hor skolidi. »

Stéphanie Stoll

Gouzout hirroc'h diwar-benn Diwan da vare ar c'horonavirus

> E-barzh dastumad pennadoù pemdeziek

> Pennadoù keleier Diwan diwezhañ

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh    koronaviruz   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

Assemblée générale d’Eskolim : Yann Uguen, président de Diwan, élu président d’Eskolim

La Fédération Eskolim* des six réseaux d’enseignement en immersion a tenu son Assemblée générale annuelle ce samedi 16 mars...

An holl bennadoù war an tem-mañ