Darempred

Degemer > Dans-quel-etat-sommes-nous
tresadenn_Nono_Nono_-_Blanquer

E peseurt stad emaomp ?

22/07/2021

Lenn ar pennad e galleg

Graet hon eus anaoudegezh gant danevell ar gannaded Christophe Euzet ha Yannick Kerlogot. Gellout a reomp saludiñ al labour a zo bet sevenet war ar rouedadoù dre soubidigezh ha divyezhek. An distro klok war ar fed lezennel a zegas elfennoù ret evit kompren an traoù.

Evit a sell an diskoulmoù suraat graet anv diouto en danevell, hep mont dre ar munud er sujed-mañ dre ma tlefer mont donoc’h c’hoazh el lennadenn, eo kadarnaet emañ an hent strizh a-walc’h. Diskoulmoù lezennel kinniget a seblant bezañ diasur ha n’int ket diouzh promesaoù ar c’hentañ ministr ha Prezidant ar Republik. Diskoulmoù a zo dilezet buan ha lod all disoñjet.

Emaomp o vont da ober al labour dielfennañ en un doare pizh hag arguzennet en devezhioù a zeu gant ar rouedadoù all, Eskolim, Kevre Breizh, PQVNL, a-raok an emgav gant ar c’hentañ ministr d’an distro-skol.

E-kerzh ma c’hortozemp embannadur an danevell hor bije bet c’hoant kaout jestroù doujañs en ho keñver digant ar Stad, met n’eus ket bet :

  • Evit kevratañ Sant-Ervlan, daoust d’al lezenn, ar goulennoù d’ar rektordi, manifestadegoù an 29 a viz Mae ha 5 a viz Even hag ar goulennoù ouzh ar bolitikourien. n’hon eus bet respont ebet. Neuze, hon eus goulennet ouzh ar prefed respont deomp e anv rektordi akademiezh Naoned.
  • Evit ar skodennoù skol, nebeut a brefetioù o deus respontet d’hor goulennoù dre skrid savet e miz C’hwevrer evit aozañ hanterouriezhioù gant ar vaered dre ma ‘z eo raktreset el lezenn. Ar re o deus studiet hor goulennoù a seblant bezañ o c’hedal goude diviz ar c’huzul vonreizh.
  • Evit an eil derez, tra ma kresk ar skolidi e nac’h ar rektordi digeriñ klasoù nevez ha kinnig a ra deomp henchañ ar skolidi etrezek skolioù all, pe c’hoazh nac’hañ an enskrivadurioù o reiñ an arguzenn o deus roet deomp eurvezhioù brezhoneg. Kompren a reomp neuze ez eus ur c’hota hollek Diwan a lak diaes hon diorren hag ar goulenn sokial.

War ar poent diwezhañ-mañ e c’heller menegiñ ivez diaezamantoù ar c’helenn publik divyezhek e Korn bro Montroulez pa ‘z eus bet embannet trumm lemel ar c’hlas 6vet e skolajoù zo ha chom hep digeriñ an hentenn e lise Montroulez. En tu all da z-Diwan  ez eo ar c’helenn e brezhoneg a-bezh  en em gav hep ar peadra ret evit respont d’ar goulenn sokial dre ma ne vo ket desket brezhoneg ken gant skolidi ar 6vet klas, ar pezh a dalv nebeutoc’h a vrezhonegerien war grenn dermen…

Pa glaskomp sinoù tostaat pe sederaat e seblant an Deskadurezh Stad ha dileuridi ar Stad e Breizh chom serret warno o-unan. Ha bremañ ? petra vo graet ?

Hor pal eo ar stourm, ar bedagogiezh hag an emouestl dirak an dizoberiantiz kablus-mañ. Emaomp o vont da c’houlenn gant an dilennidi hag ar g·c’heodedour·ien·ezed e-kerzh an hañv a-bezh : ha bremañ ? petra vo graet ? War wel ha klevet e vimp e-kerzh an hañv evit reiñ da c’houzout ar gemennadenn-mañ betek an distro-skol ha pelloc’h c’hoazh !

Poentoù zo a ro kalon deomp avat :

  • Disoc’hoù brav hol liseidi eus ar c’hlasoù termen a zo bet degemeret holl evit ar vachelouriezh ar pezh a ziskouez ur wech ouzhpenn e c’heller tizhout a-drugarez d’ar soubidigezh al liveoù gortozet ha kaout brezhonegerien a-feson, ar pezh a zo un dra vat evit saveteiñ hor yezh ;
  • Strollegezhioù lec’hel a sikour pe a embann kemennadennoù harpañ evit Diwan : 5 000 euro a yalc’had gant kumun Gwengamp evit digoll ar fed n’eo ket bet roet ar skodenn skol gant kumunioù an trowardroioù hag ar fed eo bet nullet darvoudoù ar c’huzul skoazell, enskrivadur e kevrat respetad departamant Il-ha-Gwilen ar souten d’ur raktres skolaj Diwan ; hetoù kumunioù zo evit goulenn reizhañ ar vonreizh ;
  • Ar brezhoneg kemeret e kont e dileuriadennoù bezprezidantelezhioù ar rannvro hag an departamantoù, goude ma vo barnet an oberoù hag an araokadennoù fetis.

Tomm eo an hañv met tomm-gor e tlefe an distro-skol bezañ pa soñjer er c’hlaoustreoù hag al labourioù a zo da gaout…

Ha Bremañ ? Petra vo graet ?

(Tresadenn : Nono)

Gerioù-alc'hwez stag : constitution    conseil constitutionnel   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ