Darempred

Degemer > Ar-vakansou-benn-ar-fin-2020
tee-shirt-stered-tredeidi-2020_106397687_3310612902303917_5169951255830855573_o

Ar vakañsoù benn ar fin !

03/07/2020

Lire cet article en français

Setu echu ar skol ! Vakañsoù deuet mat evit an holl goude ur bloavezh ispisial-tre, ar pezh n’en deus ket miret ouzh izili Diwan da labourat start ha diorren raktresoù nevez...

Pebezh mare iskis evit Diwan : Un distro-skol lusket gant hor stourm evit kaout ar skodennoù skol hag un trede trimiziad gwallgaset kalz abalamour d’an enkadenn yec’hedel.

Gouezet o deus an dud er rouedad hag er skolioù talañ ouzh ar mare kriz-mañ.  Gellet hon eus kenderc’hel da ginnig kentelioù d’hor 4 300 skoliad : gourc’hemennoù d’hor skolaerien ha d’ar re yaouank o deus ranket en em azasaat buan hag en un doare efedus !

Div skol nevez d’an distro-skol

Kadarnaet eo digoradur div skol er rouedad a-benn distro-skol miz Gwengolo, da lavaret eo :

Tee-shirtoù profet gant STERED

E fin ar bloaz-mañ he deus ar stal STERED profet dilhad da z-Diwan. Gellet hon eus neuze profañ un tee-shirt da bep skolajiad trede klas : ur prof brav eta evit klozañ o bloavezhioù skolaj. Loc’h enno o deus holl anezho gwisket anezhañ e-kerzh ar sizhun diwezhañ, gant o maskl evel-just ! Kenavo dezho !

Emaoc’h e soñj enskrivañ ho pugel e Diwan ?

Daoust ma eo bet nullet pe ampellaet dorioù digor zo e vo ar skolioù laouen o tegemer ac’hanoc’h ur wech lakaet un emgav. Kit e darempred ganto evit enskrivañ ho pugel evit distro-skol 2020. Kavit amañ ar skol dostañ d’ho kêr.

 

Ar bloavezh ma ‘ z omp bet lakaet diaes en deus skuizhet da vat hor skipailhoù ha hor familhoù : deuet mat eo neuze ar vakañsoù !

Vakañsoù laouen d’an holl !

Gerioù-alc'hwez stag : kentañ derez    eil derez    skodenn ar c'humunioù    covid   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Skolaj Diwan Gwiseni : Lun 27 a viz Du, devezh an addigoradur

Tra ma oa aet toenn skolaj Diwan Gwiseni gant ar gorventenn Ciarán ha deuet ar savadur da vezañ dirapar e oa bet gellet digeriñ...

Devezh eskemm d'an 2 a viz Kerzu 2023 e Karaez

Gweladenn al lise, keleier rouedad Diwan, bodadoù labour, diwallerezh war al lec'h

Kengred gant skolaj Diwan Gwiseni evit un dazont seder

Skoet eo bet hor skolaj Diwan e Gwiseni (29) gant ar gorventenn Ciaran en noz etre ar Merc’her 1 hag ar Yaou 2 a viz Du 2023. Tennet...

5vet plas evit Tomaz André war ar Mini Transat gant livioù Diwan hag ar brezhoneg dispaket uhel gantañ

Kreñv eo bet an avel e Breizh en devezhioù tremenet evit hor rouedad ha dreist-holl evit skolaj Gwiseni. Avel a-du a zo bet avat...

An holl bennadoù war an tem-mañ