Darempred

Degemer > 10-kinnig-ar-chevredigezhiou-evit-manifestageg-an-13-a-viz-meurzh
manifestadeg-eil-derez-20.02.2021-brest_152527975_3981138095251391_6322005747625883067_o

10 kinnig ar c’hevredigezhioù evit manifestadeg an 13 a viz Meurzh

Skrid-emglev Stad-Rannvro

10/03/2021

Dek kinnig evit ar skrid-emglev Stad-Rannvro a zo bet displeget gant Diwan, div yezh Breizh, Divaskell, Kelennomp et Kevre Breizh e Ti ar vro Kemper, d'ar Merc'her 10 a viz Meurzh.

Lenn e galleg

 

Dleet eo d’ar c’henemglev Stad-Rannvro dougen dalc’hoù uhelek, ar re nemeto a zo gouest da dreuzkas ar brezhoneg ha da respont d’ar goulenn sokial war gresk. Fellout a ra deomp mont dreist ar skoilhoù ha kas ar c’hendiviz etre ar Rannvro hag ar Stad betek e benn !

Pennaennoù hollek a gempouez :

● Chom hep lakaat kevezerezh etre ar c’helenn dre zibab hag ar c’helenn divyezhek

● Chom hep lakaat kevezerezh etre ar c’helenn divyezhek par-ouzh-par hag ar c’helenn dre soubidigezh

● Gwareziñ kendalc’h an hentadoù skol a-dost

● Kenlabourat gant akademiezh Naoned evit ar c’helenn el Liger Atlantel.

Parded barregezhioù ar skolidi war ar brezhoneg hag ar galleg eo pal ar c’helenn divyezhek (par-ouzh-par pe dre soubidigezh). En em harpañ war perzh pep rouedad kelenn evit tizhout ar pal-mañ, aze emañ an dalc’h, ha kinnig d’an holl skolidi ur skoliata divyezhek.

10 kinnig ar c'hevredigezhioù

1. Reiñ tu da bep skoliad da gaout un tañva d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh d’an nebeutañ (YSR pe LCR diwar ar galleg), o kaout harp war al labour a zo bet lakaet e plas er c’hentañ derez gant ar strollegezhioù lec’hel. Kemer an hollekaat-mañ e kont evit ar c’hoskor, evit an heuliañ melestradurel eus ar skolidi, hag evit an darempredoù gant ar familhoù. Kadarnaat un deiziataer evit astenn an hollekaat.

2. Aesaat digoriñ lec’hioù nevez er c’hentañ hag an eil derez, ha kreñvaat an dafar el lec’hioù a zo outo dija 1°) o respont d’an ezhomm a bostoù divyezhek a gartenn skol hag o kreñvaat ar c’henlabour etre ar c’hevredigezhioù, an Deskadurezh Stad hag ar strollegezhioù lec’hel, hag 2°) o reiñ aotre da gevratelaat a-benn-kaer ar skolioù Diwan nevez er c’hentañ hag en eil derez diwar an hevelep muzulioù hag ar re a dalvez evit digoriñ un hentad divyezhek en ur skol bublik.

3. Aesaat ar stummadur e brezhoneg evit an implijidi nann-gelennerien e darempred gant ar skolidi (skoazeller·ez·ed-mamm, servijoù troskol…)

4. Derc’hel kont eus dibarelezhioù ar c’helenn kevredigezhel Diwan, oc’h asuriñ lakaat e kerz an niver a-walc’h a gevratoù evit an implijoù skoazellet e-maez a gelenn, en ur c’hortoz ar c’hresk war baeamant ar forfed skol ; oc’h asuriñ paeamant forfed skol ar c’helenn divyezhek ; o wareziñ obererezh ar strollegezhioù evit lakaat ar savadurioù kelenn e kerz ; o kas da benn ar c’henemglev Stad-Rannvro-Diwan a zo anv anezhañ en emglev evit an obererezh publik e Breizh.

5. Suraat an teir eurvezh kelenn brezhonek bep sizhun e pep klas divyezhek en eil derez, e forzh pe skolaj pe lise e vefe.

6. Sevel ha lakaat e pleustr ur steuñv evit diorren ar c’helennadurezhioù anyezhel evit ar c’helenn divyezhek a-bezh, hag oc’h ambroug ar skolidi a-youl vat evit digoriñ ar stummadurioù teknik pe vicherel kentañ e brezhoneg.

7. Suraat ha lakaat da dalvezout an treugadoù divyezhek ha YSR/LCR betek ar vachelouriezh hollek, teknologel ha micherel, en ur harzañ lakaat kevezerezh etre ar brezhoneg hag ar yezhoù bev all, hag o reiñ aotre d’ar skolidi da dremen o arnodennoù e brezhoneg.

8. Stummañ an niver a gelennerien a zo ret, er c’hentañ hag en eil derez, evit ma vefe kelennerien varrek o kelenn da skolidi ar c’hlasoù divyezhek ha dre zibab, zoken pa vezont erlec’hiet. Gant se 1°) tizhout 50% eus ar plasoù miret evit ar c’helenn divyezhek e kenstrivadeg ar c’hentañ derez ha 40 post bep bloaz en eil derez, 2°) kreñvaat barregezhioù brezhonek ar gelennerien divyezhek, 3°) derc’hel ur stummadur YSR/LCR evit an holl studierien MEEF unyezhek er c’hentañ hag en eil derez.

9. Aesaat stummañ ar gelennerien 1°) o tisplegañ kreizenn stummañ ar gelennerien bublik e Sant Brieg war 3 lec’h (Brest, Roazhon, Gwened) hag 2°) o kreñvaat arc’hantaouiñ kreizenn stummañ kelennerien Diwan (Kelenn e Kemper) evit ma vo gouest da zastum an taos micherel.

10. Brudañ ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn dre zibab en arbenn d’an holl dud (familhoù, studierien, kelennerien) en ur gaout harp war bep rouedad kelenn, pep heni o klokaat ar re all.

Keleier pleustrek evit manifestadeg an 13 a viz Meurzh

Lec’h hag eurioù

  • Emgav Plasenn Sant-Kaourantin e Kemper da 13e13

  • Kanoù ha prezegennoù war al leurenn (evit ar re yaouank a garfe kanañ Liberta, emgav dirak al leurenn)

  • Hentad ar vanifestadeg

Surentez

  • Lec’h surentez dirak Mirdi an Arzoù-kaer

  • 40 den a-youl vat evit kelaouiñ ha suraat /!\ Ezhomm hon eus tud a-youl vat ouzhpenn (mankout a ra deomp 20), enskrivadurioù amañ /!\

  • Ret eo d’an holl berzhidi gwiskañ ur maskl

  • Gel hidroalkoolek war al lec’h ha roet gant an dud a-youl vat

Parklec’h

Transportoù

  • Karr-boutin o vont kuit eus Karaez (kreizenn Glenmor) da 11e30, skrivañ da skol.karaez[at]diwan.bzh

  • Kenweturañ adalek Sant-Brieg, skrivañ da Telenn pe Ti ar Vro Sant Brieg.

  • Bodadeg evit kenweturañ dirak skol Diwan Gwengamp da 11e.

Keulfe

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ