Darempred

Degemer > Webinaires-communication
Webinaire_Communication_Webinaires_Diwan_2025-2026

Webinarioù Kehentiñ

2025-2026

19/12/2025

Laouen eo servij kehentiñ Diwan ouzh ho pediñ da 3 webinar pleustrek, bet soñjet evit heñchañ an tiez-skol war ar c’hehentiñ. Komzet e vo diwar-benn temoù pouezus, gant skouerioù fetis hag ostilhoù aes da lakaat e pleustr.

An 3 webinar digoust-mañ a zo bet soñjet evit an dud e karg eus ar c’hehentiñ (tud a vicher pe tud a-youl vat) pe c'hoazh renerien·ezed an tiez-skol. 

 

Padelezh : 45 munutenn dre webinar (1e gant goulennoù/respontoù)

Doare : enlinenn – liamm kaset goude an enskrivadur

Laouen e vefemp o kontañ ac’hanoc’h e-touez ar berzhidi !

 

  • Webinar 1añ : 16/12/2024 - Dorioù digor

Dizoloit an doareoù gwellañ da aozañ ha da vrudañ ho torioù digor. Deus ar prientiñ (lojistik) d’ar c’hehentiñ evit ar familhoù e c’hellimp dre ar webinar-mañ heñchañ ac’hanoc’h ha respont d’ho koulennoù. Traoù da c’houzout pe da anavezout a vo kavet er webinar-mañ ivez.

  • Eil webinar : 13/01/2026 - Pajenn ho ti-skol

Ul lec’hienn nevesaet a zo mil a-bouez evit skeudenn Diwan hag ho skol. Diskouez a ra ur skeudenn vev ha sikour a raio da reiñ c’hoant ha da lakaat da anavezout Diwan hag ho ti skol. Diskouez a raimp deoc’h penaos nevesaat pajenn ho skol/skolaj/lise war diwan.bzh. Reiñ a raimp titouroù pleustrek hag ostilhoù deoc’h evit bezañ lakaet war-wel war ar rouedad.

  • 3de webinar : 16/06/2026 - Canva skipailh

Canva a zo un ostilh mil anavezet bremañ gant kalzig a dud evit krouiñ skorioù kehentiñ aes ha buan. Er webinar-mañ e vo diskouezhet deoc’h penaos ober gant Canva skipailh : rannañ patromoù, aozañ an teuliadoù, doujañ d’ar garta c’hrafek ha reiñ diskoulmoù deoc’h evit gounit amzer. Gant un nebeud klikoù, krouit skeudennoù a vicher hag a glot gant identelezh  c’hrafek Diwan hag ho skol.

 

Evit lakaat hoc'h anv : https://forms.gle/NFCyA62yrz6JNc3y5

Ma ne c'helloc'h ket kemer perzh evit abeg-mañ abeg, lakait hoc'h anv memestra o venegiñ er fin emaoc'h dedennet gant an danvez. 

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Webinaires    kehentiñ    Kehentiñ    Diwan    Canva    Portes ouvertes    Dorioù digor    etablisements   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ