Darempred

Degemer > Visitez-virtuellement-nos-ecoles
skol-diwan-gwened__RLP5157

Gweladennit hor skolioù enlinenn !

Koulzad 2021

19/03/2021

Lire cet article en français

Bep bloaz e vez aozet dorioù digor ar rouedad Diwan, met abalamour d'ar stad yec'hedel ne c'hellimp ket degemer ar familhoù evel raktreset. Kinnig a reomp deoc'h eta gweladenniñ hor skolioù enlinenn.

E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn : E brezhoneg e vez kelennet an holl zanvezioù hag ouzhpennet e vez ar galleg tamm-ha-tamm. Kevratet gant an Deskadurezh Stad emañ hor c’hlasoù ha stummet eo hor skipailhoù evit kinnig ur c’helenn dre soubidigezh. En hor rouedad e vez skoliatet ouzhpenn 4 000 skoliad e 48 skol, 6 skolaj ha 2 lise.

Ouzhpenn da se, Diwan ez eo 40 vloaz a skiant-prenet hag ur c’helenn a gemer e kont sevenadur Breizh a-vremañ. Se zo kaoz eo hor skolioù pouezus-kenañ evit treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù nevez.

Tad pe vamm oc’h ha ne gomzit ket brezhoneg ? Evel 80% eus ar familhoù o deus bugale skoliatet e Diwan oc’h eta !  Gant hor c’helenn e c’hell ar skolidi bezañ gwir gomzerien, kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Evit gwir, a-galite eo hon hentenn bedagogiezh, ‘pezh a zo diskouezet gant hon disoc’hoù : 100% eus an termenidi o deus tapet ar vachelouriezh ha 98,5% eus an dredeidi o deus tapet ar breved e miz Even 2020.

Evel-just, evel en holl skolioù e vez doujet d’ar protokol yec’hedel gant ar skolioù Diwan evit degemer ar skolidi en un doare sur e-kerzh ar c’hleñved-red-mañ.

Ac’hanta, plijet gant se ! Karout a rafec’h gouzout hiroc’h war ar c’helenn dre soubidigezh ? C’hoant ho peus e teskfe ho pugel brezhoneg evit bezañ divyezhek ? Eskemmomp enlinenn !

Abalamour d'an degouezh yec'hedel e aozomp dorioù digor enlinenn ar bloaz-mañ (pellprezegennoù ha videoioù) evit doujañ da zivizoù ar gouarnamant. Degemeret e voc'h avat en hor skolioù evit eskemm, kejañ, gweladenniñ kerkent ha ma vo aesoc'h an traoù war an dachenn yec'hedel.

Gwellañ doare da anavezout Diwan eo gouzout ar pezh a vez graet er c'hlasoù, neuze kit e darempred ganeomp. Ar skolaerien a responto d’ho koulennoù war ar bedagogiezh ha war mont en-dro ar skoliata e Diwan.

Evit kavout ar skol dostañ eus ar gêr, dre amañ eo ! Hag evit kompren pep tra war ar soubidigezh yezh, dre aze eo hag evit anavezout mont en-dro kevredigezhel ar skolioù klikit amañ !

Gerioù-alc'hwez stag : dorejoù digor    écoles bilingues    kentañ derez    eil derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Vivre les langues pour s’épanouir

Langage, individuation, épanouissement

Disoc'hoù tombola Diwan 2022

An tombola Diwan 2022 'zo bet tennet d'ar sort e-kerzh kuzul merañ an 11 a viz Even. 80 000 tiked zo bet gwerzhet ! Deuet eo brav...

Ur c’houlennaoueg d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù : disoc’hoù a-raok an dro gentañ

Evel m’en doa graet da geñver ar c’houlzad prezidantelezh en deus kaset ar strollad evit ma vevo hor yezhoù ur c’houlennaoueg...

Kemennadenn a-zivout dilennadegoù kannaded 2022

P’emañ dilennadegoù ar gannaded o tostaat, e fell de vurev Diwan degas da soñj d'an tadoù ha d'ar mammoù, d'an dud a-youl vat...

An holl bennadoù war an tem-mañ