Darempred

Degemer > Ur-choulennaoueg-dan-dud-war-ar-renk-evit-an-dilennadegou-disochou-a-raok-an-dro-gentan
questionnaire_2022_pour_que_vivent_nos_langues_questionnaire_pqvnl

Ur c’houlennaoueg d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù : disoc’hoù a-raok an dro gentañ

Kemennadenn ar strollad broadel Evit Ma Vevo Hor Yezhoù

09/06/2022

Evel m’en doa graet da geñver ar c’houlzad prezidantelezh en deus kaset ar strollad Evit Ma vevo Hor Yezhoù ur c’houlennaoueg enlinenn d’an dud war ar renk evit mont da gannaded. Ar pal eo anavezout petra emaint e soñj ober evit diorren yezhoù an tiriadoù hag ar rannvroioù.

Evit pezh a sell ouzh Breizh eo bet kaset ar c’houlennaoueg d’an dud war ar renk gant un nebeud kevredigezhioù izili eus ar strollad Evit Ma Vevo Hor Yezhoù (Diwan, Kelennomp, Kevre Breizh) mui ar strollad Ai'ta!.

En un doare fetis ez eus bet savet 7 goulenn gant ar strollad. Evit pep hini anezho e c’hell an dud war ar renk resisaat o respont gant un evezhiadenn. Ar seizh goulenn-mañ  a sell ouzh : kemm ar vonreizh, ar c’helc’h-lizher war ar c’helenn dre soubidigezh, an araezioù evit ar c’helenn, implij yezhoù an  tiriadoù er vuhez foran hag o c’henofisielded, karta Europa ar yezhoù rannvro ha minorelaet hag ar sevenadur.

Divizet en deus ar strollad atersiñ da gentañ an dud war ar renk en tiriadoù ma vez komzet ur yezh tiriadel. En holl ez eus bet kaset 900 goulennaoueg hag hon eus bet 219 respont betek hen. N’eo ket bet kaset ar c’houlennaoueg d’an dud war ar renk e anv strolladoù eus an tu-dehoù pellañ pa ez eo digenglotus penn-da-benn raktres kevredigezh a ginnigont gant liesseurted liesseurted ar yezhoù hag ar  sevenadurioù difennet gant ar Strollad Evit ma Vevo Hor Yezhoù.

An holl respontoù degemeret ez eus tu lenn war ar gartenn enlinenn amañ !

Gerioù-alc'hwez stag : Pour que vivent nos langues    politique   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ