Darempred

Degemer > Un-seul-mot-revision-
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_bernez_rouz

Ur ger hepken “Reizhañ” !

Galv d'ar vanifester.ezed.ien

28/05/2021

Setu un nebeud eurvezhioù da c’hedal c’hoazh a-raok en em gavout holl asambles e Gwengamp. E penn kentañ ar sizhun hon eus merzet un tamm kabal e-keñver ar gounnar o sevel war lerc’h ar balbouzerezh lezennel hag ar meskaj doareoù dianevezet betek-hen. Goulenn a raimp holl reizhañ ar vonreizh !

Lire l'article en français

Dimeurzh e kinnig ar Ministr kentañ ur c’hrefidi ispisial ha degemer an holl rouedadoù dre soubidigezh a-benn un nebeud sizhunvezhioù ! touellet aes ne vimp ket ! Daoust ha ne vefe ket un doare evit gortoz fin ar c’houlzad dilennadegoù ?

Dimerc’her e tiskler prezidant ar Repulik kaout karantez ouzhomp. « Un teñzor broadel eo ar yezhoù Bro C’hall » hag « e rank ar gwir digabestrañ ha n’eo ket mougañ .” Notennet eo eta, d’ar Prezidant neuze da reizhañ fazioù e vinistr pa emañ ar galloud gantañ evit-se !

Kregiñ a reomp da glevout, amañ hag ahont e vefe mat kemm anv an hentenn, digreskiñ plas ar brezhoneg, komz yezh ar republik hepken e-kerzh emvodoù ! Perak e tlefemp nac’hañ diazez pennañ ar c’helenn dre soubidigezh pa weler pegen efedus eo abaoe 50 vloaz ?

Pa c’hell ur lezenn votet gant ar muiañ niver e kambr ar gannaded hag er sened, bezañ diarbennet gant ur strollad tud n’int ket dilennet ha lakaat evel se en arvar ar rouedadoù kelenn dre soubidigezh ha pouez-mouezhioù hor rannvroioù, deomp-ni eo da cheñch ?

E dañjer emañ unan eus pileroù an treuzkas yezhoù rannvro ha taget eo ivez an arouezennoù diakritek, glad hor savadurioù gant mellad 2 ar vonreizh nevesoc’h eget hor rouedadoù yezhoù rannvro.

Aotrou Prezidant, Itronezed hag Aotrounez Senedourien, Itronezed hag Aotrounez Kannaded, bezit kempoell ha digemm gant ho prezegennoù hag ho tibaboù. Lakait an holl beadra evit na vo ket ken ar yezhoù rannvro, an hentennoù pedagogel dre soubidigezh hag an arouezennoù diakritek en ur stad lezennel goullo :

 Reizhit ar vonreizh !

Ul lugan hepken a rank bezañ klevet Disadorn  : “Reizhañ” , "Reizhañ", ``Reizhañ" ar vonreizh !

Ouzhpennit war ho kitonioù, ho panelloù, ho skritelloù hag ho huchadennoù !

"Reizhañ” , "Reizhañ", "Reizhañ" !

Da lenn a-raok manifestiñ :

Skrivet en deus aozer.ezed.ien ar vanifestadeg ha re Ar Redade ur gemennadenn d'ar re a zeuio war straedoù Gwengamp. Enni e kavoc'h spered an devezh ispisial-mañ.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : manifestadeg    Enkadenn bonreizhel   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ