Darempred

Degemer > Tombola-diwan-2026
Tombola_2026_Tombola_lechienn-site

Tombola Diwan 2026

Setu lañset an tombola 2026. 70 000 bilhed moullet ar bloaz-mañ !

07/04/2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e c’hellomp arc’hantañ gopr, mui ar c’hargoù, ur skolaer ha n’eo ket e bost kemeret e karg gant an Deskadurezh Stad.

Lire l'article en français

AN TOMBOLA, DA BETRA SERVIJ ?
Un obererezh emarc’hantañ

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e c’hellomp arc’hantañ gopr, mui ar c’hargoù, ur skolaer ha n’eo ket e bost kemeret e karg gant an Deskadurezh Stad.

PETRA ZO DA C’HOUNIT GANT MA SKOL ?
Ur glaoustre hag a ra berzh !

Un doare simpl reiñ da anavezout ar skol ha gounid arc’hant. An hanter eus an arc’hant gounezet gant ar bilhidi kaset deoc’h da gentañ az aio gant ar skolioù hag an hanter all az aio gant ar rouedad. Ma vez koumanantet karnedoù ouzhpenn e vo 75% eus ar gounidoù az aio ganeoc’h.

HA MA ‘Z A AR MAOUT GANIN ?
Hep dale ar vakañsoù en ur vro amezek !

Priz kentañ : Kartenn brof a 900 € - Brittany Ferries
2vet priz : Urzhiataer hezoug
3de priz : 1 billig
4re priz : Kartenn bro a 250 € - Brittany Ferries
5vet priz : 2 zevezh/1 nozvezh thalasso evit 2 zen
6vet priz : Tablezenn douch
7vet priz : 2 vilhed evit gouel an Erer Kozh
8vet priz : Treizh war vor mont/dont da zibab evit 2 zen – BreizhGo
9vet priz : Chekenn brof a 60 € - Décathlon
10vet priz : Chekenn brof a 50 € - Comptoir Irlandais

Fichenn teknikel PDF :

 

SIFROÙ AN TOMBOLA

Tennadenn, d’an 13 a viz Even 2026

24 300 €, gounidoù e 2025 evit ar rouedad. Kement-mañ ingalet er skolioù

41 post skolaer·ien·ezed, en o zouez ar postoù erlerc’hierien ditlet, arc’hantet gant ar rouedad er bloavezh-skol-mañ.

1 € Priz ur bilhed. Gwerzhet 0,50 € d’ar skolioù
Ur skol gant 50 skoliad a resev 20 bilhed 1 € dre skoliad (da lavarout eo 2 garned). Rannet eo ar gounidoù etre ar skol (500€) hag ar rouedad (500€).

Ma vez goulennet bilhidi ouzhpenn gant ar skol e vo 75% eus ar gounidoù az aio ganti. Ma vez urzhprenet 1 c’harned dre zen e vo rannet ar gounidoù nevez etre ar skol (375€) hag ar rouedad (125€).

En holl, 975 € a c’hounidoù gant ar skol

Gerioù-alc'hwez stag : Tombola    Diwan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ