Darempred

Degemer > Souten-a-reont-diwan-da-goulz-nedeleg
nedeleg_lesneven
©Skol Diwan Lesneven

Souten a reont Diwan da goulz Nedeleg

Koulzad 2021

16/12/2021

Lire cet article en français

Emañ ar vakañsoù Nedeleg o tostaat. Ur mare brav evit en em gavout asambles ha bezañ kengret gant ar re all. Lakaomp war wel neuze hor c’hevezerien a zo bet brokus evit Diwan ar bloaz-mañ.

CD "Nedeleg e Breizh" gant Coop Breizh

Souten a ra Coop Breizh ar brezhoneg gant ar bladenn "Nedeleg e Breizh" en ur reiñ ul lodenn eus ar gounidoù d’an hentennoù divyezhek, Diwan en o zouez. Kalz a arzourien, kanerien ha sonerien, lod brudet dija e Breizh ha lod all tud yaouank donezonet bodet evit kanañ kanaouennoù e galleg hag e brezhoneg. E-touez an arzourien, un nebeud anezho zo bet skoliatet e Diwan, reoù all a zo tost o c’halon ouzh Diwan... Da lavaret eo, tud tost o c’halon ouzh an arzoù hag ar brezhoneg. Ouzhpenn-se, d’ar Gwener 17 a viz Kerzu 2021 e vo aozet ur sonadeg e Iliz veur Kemper, emañ ar bilhidi e gwerzh amañ.

Bagadini, ur raktres evit sevenadur Breizh

Awenet gant albomoù Panini. Un albom vignetennoù embeg ennañ eo Bagadini. Ur raktres sevenadurel evit souten stummadur sonerezh ar sonerien hag evit ar brezhoneg. En albom-mañ e kaver 16 bagad ar rummad kentañ ha 22 skeudenn sonerien a ra pep strollad. Gant ar soñj ebarzhiñ ar brezhoneg er raktres eo bet savet an albom divyezhek hag ar gounidoù a vo roet da zDiwan.

Levr skeudennoù “Tri Yann e Kenavo”

Embannet eo ul levr skeudennoù "Tri Yann e Kenavo"  gant al luc’hskeudenner Gael Dupret evit enoriñ ar strollad brudet-kenañ e bed ar sonerezh keltiek. Ul levr gouestlet d’o red micherel hir hag a ziskouez kalz a sonadegoù kinniget gant ar strollad. 5% eus ar gwerzhioù az aio da zDiwan.

Profoù da zDiwan hag ar gazetenn Ya!

Ya!, kazetenn sizhuniek e brezhoneg a ginnig ur c’houmanant bloaz niverel d’an holl re a raio ur prof da zDiwan e miz Kerzu 2021. Ouzhpenn se, gant ar profoù roet da zDiwan e c’heller kaout un distaol a 66% eus ar prof war an tailhoù ! Ur c’houmanant Ya! da c’hounit + un distaol war an tailhoù = Nedeleg a zo evit gwir !

Setu mennozhioù da brofañ ha da lakaat dindan ar wezenn sapr. Gouelioù laouen deoc’h holl ha trugarez d’hon holl gevelerien evit o brokusted !

Muioc’h c’hoazh a vennozhioù profoù !

Gerioù-alc'hwez stag : brezhoneg    langue bretonne    culture   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Deiziadur 2026

Ar c'hoarioù-bodennoù hag ouiziegezh ar plant o deus bet ur roll e-pad pell evit treuzkas ar ouiziegezhioù a rumm da rumm.

Dorioù digor Skolaj-Lise Diwan Gwened

Dalc'het e vo Dorioù Digor Skolaj-Lise Diwan Gwened a-benn disadorn ! Daet da vizitiñ Skolaj-Lise da zonet ho pugale divyezhek !...

Ur c'henrenerezh e Diwan

Abaoe ar c'hentañ a viz du emañ Lou Millour ha Mark Boette e penn ar servijoù e Diwan. Emañ Mark en karg eus an arc'hant hag ar...

Marc'had Nedeleg

Spered Nedeleg a vo dreistordinal ha leun a hudouriezh e Plabenneg er bloaz-mañ gant marc’had Nedeleg ar Skol. Muioc’h eget 40...

An holl bennadoù war an tem-mañ