Darempred

Degemer > Skol-diwan-orvez-he-deus-ezhomm-achanoch-
Labouriou_Orvez_IMG-20250721-WA0003

Skol Diwan Orvez he deus ezhomm ac'hanoc'h !

Deuit da reiñ an dorn deomp !

05/08/2025

Demat deoc'h holl !
 
Goude ur prantad labour efedus e miz Gouere ez adkrogimp ganti eus ar 25 d'an 31 a viz Eost... hag ezhomm hon eus sikour !
 
Evel ar wech all, pep hini e c'hell kemer perzh diouzh e/he v/barregezhioù. Daoust ma n'ho peus ket skiant-prenet e vioc'h degemeret mat hag e ambrougimp ac'hanoc'h gant plijadur !
 
Setu al listennad eus an traoù a chom d'ober evit ar sizhunvezh labour nevez-se :

  • Naetaat ar vogerig mein
  • Pozañ ar pavezioù (dindan ar bratell)
  • Lakaat hentoù-houarn evit ar plako / difuiñ
  • Lakaat ar plako
  • Ober bandennoù evit ar plako
  • Lakaat ar c'harrelladur (kegin ha privezioù)
  • Naetaat gant ur c'harcher : diavaez an ti-skol hag ar pavezioù dindan ar bratell
  • Livaj er c'hlasoù
  • Prientiñ ar predoù evit an dud a-youl vat

Dreist eo an aergelc'h atav, desket e vez ur bern traoù ha gant ho sikour ez aio war-raok ar raktres !
 
Ma'z oc'h dibres, kasit ur SMS deomp d’an niverenn-se 07 83 85 98 33 evit hor c'helaouiñ eus ho mareoù dibres hag evit lavar deomp piv oc’h ha petra a c’hellfec’h ober

Trugarez vras !
Skipailh skol Diwan Orvez

Gerioù-alc'hwez stag : Orvez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ