Darempred

Degemer > Skodennou-skol-daoust-hag-en-deus-prefeti-penn-ar-bed-dismegans-evit-ar-skoliou-diwan
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_etienne_coeur_bzh

Skodennoù skol : daoust hag en deus prefeti Penn-ar-Bed dismegañs evit ar skolioù Diwan ?

Kemennadenn gelaouiñ

12/05/2023

Lire cet article en français

Abaoe al lezenn Molac, votet e 2021 eo ret reiñ ar skodenn skol d’ar skolioù o kinnig ur c’helenn divyezhek e yezhoù rannvro, ar pezh a nac’h un nebeud kumunioù c’hoazh.

Neuze en deus ar rouedad Diwan klasket mont e darempred meur a wech en aner gant prefeti Penn-ar-Bed evit kaout un emgav ha respontoù d’ar goulennoù tredeogiñ savet e framm mellad 442-5-1 kod an Deskadurezh a zispleg an doare da reiñ ar skodennoù skol.

Ennañ eo skrivet an dra-mañ : “dileuriad·ez Stad an departamant a vod maer·ez ar gumun ma vev ar vugale hag atebeg ar skol evit kavout un diskoulm a-fed an arc’hant da reiñ ha se evit mad skoliata ar vugale”.

D’ar 25 a viz Meurzh en doa ar c’hannad Molac kemeret an intrudu da skrivañ d’ar Prefed evit harpañ hor goulenn. Evit poent, n’hon eus respont ebet.

D’an 30 a viz Meurzh en doa ar muiañ niver eus prezidanted strolladoù kuzul rannvro Breizh sachet evezh ar C’hentañ Ministr Elisabeth Borne war un nebeud diaezamantoù a emgav evit lakaat da dalvezout ar c’henemglev war ar yezhoù rannvro. Lakaet o deus an dilennidi war-wel ne ra ket prefeti Penn-ar-Bed e lod evit diskoulmañ an diaezamantoù liammet gant ar skodennoù skol.

Nevez zo en deus ar c’hannad Balanant sachet evezh ministr an Deskadurezh Stad ivez dre hanterouriezh ur goulenn dre skrid ha spi hon eus e responto ar ministr buan a-walc’h.

Unan eus kefridioù ar Prefed eo diwall ma vo doujet d’al lezenn, ar pezh a c’hellomp kaout douetañs bremañ pa ne respont ket d’ar goulennoù a savomp outañ.

Dipitet-bras ha mantret eo ar rouedad Diwan dre ma chom ar prefed mut, ar pezh a c’hellfemp kompren kement-mañ evel dismegañs ouzh hor bugale hag ouzh ar brezhoneg.

Degas a reomp da soñj ez eo ar skodennoù skol a-bouez evit mont en-dro ar skolioù Diwan. Ganto e c’heller dreist-holl goprañ ar 180 ASEM a ambroug an 2 800 skoliad war ar pemdez en hor skolioù kentañ derez kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl.

Hor pal eo derc’hel padus postoù gopridi hor skolioù a zo evit kalz eus outo gant kevratoù bresk. Dre ma ne zastumomp ket holl ar skodennoù skol ne c’hellomp ket labourat evit degas ur welladenn sokial.

Neuze e c’houlennomp gant prefeti Penn-ar-Bed kemer e kont hor goulenn ha respont deomp an abretañ ar gwellañ.

Kenderc’hel a raimp da heuliañ an teul-mañ a-dost evit ma vo lakaet al lezenn da dalvezout ha se “evit mad skoliata ar vugale” hag evit treuzkas ar brezhoneg.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Skolaj Diwan Gwiseni : Lun 27 a viz Du, devezh an addigoradur

Tra ma oa aet toenn skolaj Diwan Gwiseni gant ar gorventenn Ciarán ha deuet ar savadur da vezañ dirapar e oa bet gellet digeriñ...

Devezh eskemm d'an 2 a viz Kerzu 2023 e Karaez

Gweladenn al lise, keleier rouedad Diwan, bodadoù labour, diwallerezh war al lec'h

Kengred gant skolaj Diwan Gwiseni evit un dazont seder

Skoet eo bet hor skolaj Diwan e Gwiseni (29) gant ar gorventenn Ciaran en noz etre ar Merc’her 1 hag ar Yaou 2 a viz Du 2023. Tennet...

5vet plas evit Tomaz André war ar Mini Transat gant livioù Diwan hag ar brezhoneg dispaket uhel gantañ

Kreñv eo bet an avel e Breizh en devezhioù tremenet evit hor rouedad ha dreist-holl evit skolaj Gwiseni. Avel a-du a zo bet avat...

An holl bennadoù war an tem-mañ