Darempred

Degemer > Roet-ez-eus-bet-ton-da-diwan-ha-dar-yezhou-rannvro-gant-slatefr
pc__RLP8518

Roet ez eus bet ton da zDiwan ha d’ar yezhoù rannvro gant Slate.fr

06/12/2019

Lire cet article en français

Kazetenner eo Frédéric Pennel hag arbennigour eo war ar galleg. Skrivet en deus evit al lec’hienn gelaouiñ Slate.fr ur pennad war an deskiñ yezhoù rannvro er skol : « Ha ma teskfe hor bugale brezhoneg evit komz gwelloc’h a-se saozneg ? » En em gavet e oamp gantañ da-geñver ar vanifestadeg « Evit ma vevo hor yezhoù » d’an 30 a viz Du 2019 e Pariz ha displeget en doa deomp dre benaos e oa bet desachet gant an danvez-se.

« Deuet on da vezañ dedennet gant ar yezhoù rannvro goude bezañ graet ma zammig hent din-me : abaoe un toullad bloavezhioù e pledan gant plas ar galleg er bed ha deuet on da gompren e vez atav mestr ar galleg, er broioù ma vez komzet, war ar yezhoù all, unvan ma’z eo penn-da-benn d’ar vro. Bez e weler, e broioù zo, bugale pe krennarded hag a zo dija divyezhek pe teiryezhek ha biskoazh bet e-maez o bro.

« Pa oan o klask gouzout hiroc’h war an dra-se e oan bet o selaou ur brezegenn gant Erik Orsenna hag a lavare o doa ar yezhoù rannvro e bro Frañs un efed pozitivel war an digeriñ spered hag an deskiñ yezhoù all. Bep ma enklaskan war an dachenn-se e welan splann ne c’houlenn netra an empenn nemet bezañ broudet gant meur a yezh, adalek an oad tenerañ dreist-holl. Sklaer eo deuet din n’eo ket peogwir e tesker ur yezh e vez nebeutoc’h a blas evit unan all.

« Gouzout a ran bremañ n’en em glozer ket en ur gumuniezh pa zesker ur yezh rannvro, er c’hontrol, stagañ a reer kreñv ouzh ur yezh ha kement-se ne vir ket a zigeriñ war ar peurrest eus ar bed. Souezhus eo hag an dra-se a gavan brav-eston ha pozitivel-tre. Kerse eo ganin zoken pa’z on bet desavet gant ur yezh hepken. Hervezon eo un teñzor kinnig an divyezhegezh d’ur bugel.

« Ar pennad zo skrivet evit ar pep brasañ hag un tamm dichekadenn zo en titl evit sachañ evezh al lennerien. Ar re-mañ zo pell da anavezout an dra-se ha klasket em eus eilpennañ an doare da welet an traoù : evit prouiñ ne vezer ket bac’het gant ur yezh rannvro hag ez eo, er c’hontrol, un digoradur. Ur gwir ziskuliadenn eo. »


> Lenn ar pennad « Ha ma teskfe hor bugale brezhoneg evit komz gwelloc’h a-se saozneg ? »

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ