Darempred

Degemer > Reunion-jean-castex-immersion
Vision_Jean_Castex_IMG_20210915_122549_002

Emgav gant Jean Castex : treuzemglev ebet war ar soubidigezh

Emgav gant Jean Castex : treuzemglev ebet war ar soubidigezh

15/09/2021

D’ar Merc’her 15 a viz Gwengolo e kemero Diwan perzh asambles gant pemp rouedad all kelenn dre soubidigezh ar yezhoù rannvro en un eskemm a-bell gant ar C’hentañ Ministr.

Daoust ma soñjemp bezañ degemeret war al lec’h dre ma eo a-bouez an teuliadoù e selaouimp kinnigoù ar gouarnamant evit suraat ar soubidigezh. Sklaer eo evelkent ne asantimp treuzemglev ebet war an hentenn dre soubidigezh a reer ganti abaoe ouzhpenn 40 vloaz e Diwan hag he deus diskouezet he efedusted evit lakaat ar vugale da vezañ divyezhek e brezhoneg hag e galleg.

War lerc’h diviz kuzul bonreizhel an 21 a viz Mae e tiskouez mat danevell an daou gannad Christophe Euzet ha Yannick Kerlogot embannet d’an 21 a viz Gouere e kreizig kreiz an hañv eo strizh ha bresk an hent war an dachenn lezennel. War verr pe grenn amzer e ranko bezañ lañset an divizoù war ar vonreizh da reizhañ : D’ar republik da anavezout penn-da-benn yezhoù he rannvroioù, o implij hag an hentennoù efedus evit dreuzkas ha mirout anezho.

En tu all da emgav ar 15 a viz Gwengolo ez eo evit gwir tagadennoù Minister an deskadurezh Stad a ranker talañ outo. Danevell diabarzh an Deskadurezh Stad, savet gant ar bennensellerien Yves Bernabé ha Sonia Dubourg-Lavroff e 2019 ha roet da c’houzout deomp e fin an hañv a zo trechalus-kenañ. Goude ul lodenn gentañ ma vez diskouezet pegen efedus eo an hentenn dre soubidigezh e Diwan e kaver en eil lodenn ur mod implij evit rediañ ac’hanomp da ober gant ar barelezh eurvezhioù, kas da get an hentenn dre soubidigezh ha mirout ouzh ar skolioù da vezañ kevratet evel hini Sant-Ervlan mui kement kenemglev-nevez gant ar Stad. An danevell-mañ a zlefe avat kinnig diskoulmoù evit suraat Diwan hag ar soubidigezh. Dreist an trubarderezh war ar feur-emglev a fiziañs e tiskouez an danevell-mañ palioù don sternidi an deskadurezh stad hag e vinistr a-benn ar fin. 

Daoust d’an danevell melestradurel-mañ eo ret notenniñ eveljust ar votateg demokratel diforc’hell er Sened hag e Kambr an deputed war al lezenn Molac hag he deus anavezet an hentenn dre soubidigezh. Ne c’hell ket ar skoilh bonreizhel mont dizehan a-enep emdroadur ar gevredigezh ha votateg dilennidi ar Republik. Neuze e vo ret reizhañ ar vonreizh evit-se.

Da c’hortoz reizhañ ar vonreizh emaomp o chortoz ma vo dalc’het kont eus an digempoell demokratel-mañ  gant ar gouarnamant ha ma raio e lod evit ma ne vo ket lemet hor gwirioù hag hor peadra.

Reizh eo bezañ bet mantret ha savet droug enno a-berzh an dud a youl vat hag c’hopridi. Pediñ a reomp ar c’hopridi da gemer perzh e intrudu etre sindikadel al labourerien ha labourerezed ar brezhoneg d’an 21 a viz Gwengolo hag hor stoumerien, tud ar vugale ha gopridi da zont da vanifestiñ e Karaez d’ar Merc’her 22 a viz Gwengolo da 16 eur dirak Kastell Kerampuilh.

Ouzhpenn da se e vo kinniget un devezh soubidigezh er skolioù d’an 20 a viz Gwengolo evit pediñ ar familhoù da gemer perzh penn-da-benn er raktres pedagogel ha displegañ muioc’h dre ar munud gwirvoud hag efedused an hentenn-mañ.

Gerioù-alc'hwez stag : Castex    soubidigezh    constitution   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

Assemblée générale d’Eskolim : Yann Uguen, président de Diwan, élu président d’Eskolim

La Fédération Eskolim* des six réseaux d’enseignement en immersion a tenu son Assemblée générale annuelle ce samedi 16 mars...

Premières portes ouvertes du projet de collège Diwan en Ille-et-Vilaine

En début d’année, le comité de soutien du projet de collège Diwan en Ille-et-Vilaine avait signé la convention le liant au réseau Diwan.

An holl bennadoù war an tem-mañ