Darempred

Degemer > Resultats-du-questionnaire-aux-candidates-aux-regionales-sur-la-future-convention-etat-region-sur-la-langue-bretonne
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_ai_ta

Goulennaoueg d’an dud war ar renk evit ar Rannvro : an disoc'hoù !

Soñj an danvez kuzulierien rannvro diwar-benn an emglev Stad-Rannvro war ar yezhoù

18/06/2021

Kaset e oa bet ur goulennaoueg 11 poent d’an dud war ar renk evit an dilennadeg rannvro gant ar strollad "Unanet evit ar brezhoneg" ("Uni.e.s pour la langue bretonne") diwar-benn an emglev Stad-Rannvro nevez a-zivout treuskas yezhoù Breizh. Setu an disoc'hoù.

Ar strollad "Unanet evit ar brezhoneg" ("Uni.e.s pour la langue bretonne"), savet gant Diwan, Div Yezh Breizh, Divaskell, kevread kerent er skolioù divyezhek katolik, Kelennomp ! kevredigezh ar gelennerien e brezhoneg ha Kevre Breizh, kenurzhierezh sevenadurel kevredigezhioù Breizh, a oa e penn ar vanifestadeg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh kent.

D’ar mare-se e oa bet bodet 5000 den o c’houlenn e vefe sinet an emglev stad-rannvro nevez a-zivout treuskas yezhoù Breizh e-keñver skoilhañ Ministrerezh an Deskadurezh Stad.

Kaset e oa bet ur goulennaoueg 11 poent anezhi (diell e PDF stag), d’an dud war ar renk evit an dilennadeg rannvro diwar-benn an emglev-se da zont.

Goude disfiz al lezenn Molac hag heuliadoù an divizoù gant kuzul ar vonreizh e rank an emglev da zont teurel un dalc’h uhelek muioc’h eget biskoazh, kement-all evit suraat treuskas ar brezhoneg hag evit bastañ d’an ezhommoù war gresk er gevredigezh.

Fellout a ra deomp mont dreist ar skoilhoù ha lakaat an eskemmoù etre ar rannvro hag ar stad dont da vat war-lerc’h an dilennadeg rannvro !

E-barzh an daolenn-mañ (teuliad PDF) e kinnigomp deoc’h ar respontoù kaset deomp gant ar rolloù dilennel.

Titouroù mediaoù  :

Diwan : prezidantelezh@diwan.bzh

Div Yezh Breizh :  contact@div-yezh.bzh

Kelennomp ! : contact@kelennomp.bzh

Divaskell :  contact@divaskell.bzh

Kevre Breizh :  kevrebreizh@kevrebreizh.bzh

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het...

Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

Devezh pedagogiezh 2024

D’an 12/11 eo en em vodet skipailhoù pedagogel Diwan en hor 6 skolaj e Breizh a-bezh.

An holl bennadoù war an tem-mañ