Darempred

Degemer > Resultats-du-bac-2024
Bak_2024

Disoc'hoù Bak ha Breved 2024 e Diwan

Gourc'hemennoù d'an holl !

07/07/2024

Goude eil tro arnodenn 2024 setu disoc'hoù klok ar Vachelouriezh e Diwan :

  • Lise Karaez (88 lisead·ez) : 86 degemeret (97,7%) ha 2 gorbellet (2,3%).
  • Lise Gwened (13 lisead·ez) : 13 degemeret (100%).
  • En holl (101 lisead·ez) : 99 lisead·ez (98%) ha 2 gorbellet (2%).

A live ar C’hwec’hkogn eo degemeret 96,1% eus al liseidi·adezed.

Gourc'hemennoù d'an holl, liseadezed ha liseidi, met ivez d'ar skipailhoù pedagogel o deus ambrouget anezho e-pad bloavezhioù e Diwan !

Hag evit a sell ouzh ar breved :

  • Skolaj Bro-Dreger, 53 bet degemeret (96,2 %)
  • Skolaj ar Releg-Kerhuon, 54 bet degemeret (98,2%)
  • Skolaj Gwiseni, 13 bet degemeret (100%)
  • Skolaj Jakez Riou Kemper, 42 bet degemeret (100%)
  • Skolaj ar Mor-Bihan, 43 bet degemeret (100%)
  • Skolaj Sant-Ervlan, 13 bet degemeret (100%)
  • En holl, 216 bet degemeret (98,7%)

Gourc'hemennoù d'an holl skolajiadezed ha skolajidi, met ivez d'ar skipailhoù pedagogel !

Gerioù-alc'hwez stag : bachelouriezh    bac    2024    résultats    disoc'hoù   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

An holl bennadoù war an tem-mañ