Darempred

Degemer > Resultats-de-letude-sociolinguistique-diwan-reaffirme-lurgence-de-soutenir-lenseignement-immersif-en-breton

Disoc'hoù an enklask sokioyezhoniel : mallus eo harpañ ar c’helenn dre soubidigezh e brezhoneg

Kemennadenn gelaouiñ

25/02/2025

Pa weler disoc’hoù nec’hus enklask sokioyezhel diwezhañ sevenet gant an ensavadur TMO diwar c’houlenn Rannvro Breizh e embann ar gevredigezh Diwan en-dro pegen mallus eo kreñvaat ar c’helenn dre soubidigezh e brezhoneg, diazez pouezus treuzkas ar yezh.

Lakaet e vez war-wel gant ar studiadenn-mañ breskter treuzkas ar brezhoneg ha kadarnaet war un dro interest war gresk ar familhoù evit un deskadurezh divyezhek. Kement-mañ a ziskouez pegen pouezus eo d’ar skolioù divyezhek kaout muioc’h a skoazell  ha kaout ur politikerezh publik  uhelek evit diorren ar brezhoneg.

Abaoe 48 vloaz e labour Diwan evit kinnig ur c’helenn digoust, laik, dre soubidigezh e brezhoneg ha digor d’an holl. A-drugarez da emouestl tud a-vicher, re a-youl vat, re dost o c’halon ouzh Diwan hag ar familhoù e ro ar rouedad Diwan e lod hardizh evit ma vo buhezek ar yezh hag o warantiñ un treuzkas leun a startijenn eus ar yezh.

Danvez ouzhpenn a ranker kaout avat evit bastañ d’an ezhommoù o kreskiñ ha gwarantiñ dazont kelenn ar brezhoneg. Goulenn-groñs a ra Diwan eta ouzh ar galloudoù publik souten muioc’h c’hoazh ar skolioù dre soubidigezh o warantiñ ur framm lezennel a zere ha stabil hag o tigeriñ frank an hent war-zu ar c’helenn-mañ evit an holl familhoù.

DIWAN BUAN-HA-BUAN :

Ur gefridi a servij publik e kevelerezh gant ar strollegezhioù publik ; ar Stad hag ar strollegezhioù lec’hel ha rannvroel

Ur rouedad kevredigezhel e brezhoneg, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan a zo 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise war pemp departamant Breizh ennañ. 3917 skoliad·ez skoliatet e Diwan d’an distro-skol 2024.

Skolioù e kevrat gant an Deskadurezh Stad ;

  • Skolioù o heuliañ ar programmoù ofisiel ;
  • Skolidi ur skoliataerezh dezho heñvel hag ar skolidi all, o tremen an hevelep arnodennoù hag o kemer perzh en hevelep priziadennoù.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ