Darempred

Degemer > Reaction-du-reseau-diwan-a-la-publication-du-rapport-de-la-chambre-regionale-des-comptes-relatif-au-controle-des-comptes-et-de-la-gestion-de-lassociation

Respont ar rouedad Diwan da embannadur danevell kambr Rannvro ar c’hontoù diwar-benn kontroll kontoù ha mererezh ar gevredigezh

Kemenadenn gelaouiñ

12/02/2024

Graet e oa bet ur c’hontroll eus kontoù ha mererezh ar gevredigezh Diwan war ar bloavezhioù 2019 da 2022 gant kambr rannvro ar c’hontoù hag emañ an danevell o paouez bezañ bet embannet.

Da gentañ e karfe ar rouedad Diwan trugarekaat izili kambr Rannvro ar c’hontoù o deus savet ar c’hontroll  ha lakaet youl da gompren mont en-dro ar gevredigezh hag evit an eskemmoù pinvidik hon eus bet ganto. Trugarez ivez da holl c’hopridi ar gevredigezh bet aterset da geñver ar c’hontroll-mañ.

Plijet omp bet oc’h ober anaoudegezh gant al labour sevenet ganto dre ma tegas ur sell diavaez all goude ma n’omp ket bepred a-du gant an holl evezhiadennoù ha dielfennadurioù.

Kontant omp da c’houzout  he deus kambr rannvro ar c’hontoù kavet eo “meret mat ar c’hontoù”, “n’eus netra digempoell” ha “kontoù ar gevredigezh zo gwiriekaat ha n’eus evezhiadenn ebet warno”. Merzout a ra zoken “ez eo ar gevredigezh espernus e-keñver an dispignoù”.

Da fin ar c’hontroll e embann kambr rannvro ar c’hontoù eo “mat dre vras disoc’hoù hentenn kelenn ar rouedad Diwan hervez an elfennoù o deus gellet studiañ”. Peadra d’ar rouedad, d’ar c’hoskor ha d’an dud a-youl vat a gas an erv bemdez abaoe 1977 da vezañ laouen.

Gant an evezhiadennoù kinniget gant kambr rannvro ar c’hontoù e c’hello hor frammadur gwellaat e stad daoust ma chom niverus ar skoilhoù diavaez (arc’hantaouiñ, stern lezennel, doare nevez da zigeriñ skolioù nevez ha gellout implijout savadurioù azas, bezañ sikouret gant ar servijoù Stad evit kaout ar skodennoù skol…) a ranko bezañ lemet.

Lavarout a ra kambr rannvro ar c’hontoù ez eo risklus ar stern yezhel a-vremañ evit an hentenn lakaet e pleustr gant Diwan. Neuze e c’houlenn hor c’hevredigezh, a-stroll gant frammadurioù all bodet e-barzh ar strollad Evit Ma Vevo Hor Yezhoù, kemmoù e-keñver al lezenn, en o zouez reizhañ mellad 2 ar Vonreizh evit suraat da vat ar gefridi a servij publik kaset gant diwan a ziskouez pegen efedus eo abaoe ouzhpenn 45 vloaz.

Skignañ ar pennad-mañ