Darempred

Degemer > Ou-en-sont-les-ecoles-diwan-avec-le-forfait-scolaire
enklask_forfed_skol_2021-09-25_-_EnklaskForfed_2020-2021-_communes_sans_filiere

Pelec’h eo en em gavet ar skolioù Diwan gant ar skodenn skol ?

01/10/2021

Lenn ar pennad e galleg

Gwall sammet omp bet gant enkadenn disfiz ar c’huzul vonreizh war ar soubidigezh met n’hon eus ket disoñjet teul ar skodenn skol. Goude bezañ bet lemet ar c’hevratoù sikouret e-kerzh an hañv 2017 hon eus poaniet evit ma vefe kemeret e kont anaouedegezh perzh sokial hor skolioù en ur wellaat paeamant ar skodenn skol, dreist holl digant kumunioù annez ar skolidi ma n’eus hentenn divyezhek ebet enno. A-drugarez d’ur perzh brasoc’h eus ar c’humunioù annez e c’hellfe chom padus 200 post nann gelennerien ar skolioù a zo an darn vrasañ anezho bresk o statud. Da gentañ e oa bet klasket gwellaat an traoù gant al lezenn niv 2019-791 d’ar 26 a viz Gouere 2019 evit ur skol a fiziañs. Enni e kaved ur stignad perzhiañ evit ar c’humunioù ma n’eus skol ebet o kinnig ur c’helenn e yezh rannvro war o zachenn. E-kerzh an divizoù e kambr ar gannaded e oa bet bihannaet ar perzhiadur-mañ gant un enkemmad kinniget gant Ministr an deskadurezh stad, Jean-Michel Blanquer e anv.   

Setu penaos emaomp bremañ gant ar skodennoù skol war ar bloavezh 2020-2021 : diwar 330 kumun annez hor skolidi ma n’eus skol ebet o kinnig ur c’helenn e yezh rannvro e ro 103 kumun anezho ar skodenn skol war-eeun pe dre ar gumun sez ha trugarekaat a reomp anezho, 154 kumun a chom direspont, 32 o deus roet ur sammad direizh, da lavaret eo, kalz izeloc’h eget ar geidenn departamant, 48 o deus nac’het reiñ ar skodenn skol ha 17 anezho n’int ket bet darempredet. Neuze, war ar 785 000 euro a c’hellfe bezañ dastumet ne zegemer ar skolioù nemet 150 000 €. Ne c’hell ket se derc’hel padus an implijoù nann gelennerien.  

 

E trubuilhoù an nevez-amzer e kaved el lezenn Molac ma oa bet ar mellad war ar soubidigezh disfiziet gant ar vonreizh, ur mellad war ar skodenn skol a laka he faeamant ret d’ar skolioù e yezhoù rannvro ha se adalek ar 21 a viz Mae 2021. War lerc’h an dra-mañ hon eus bet ur respont d’hol lizher gant prefeti Liger Atlantel d’an 11 a viz Eost a sav a-du gant hon dielfennadur paeañ dre ret hag a c’houlenn reiñ da c’houzout dezho ma savfe kudennoù. Neuze hon eus goulennet gant pennsekretouriezh an aferioù rannvro mont e darempred gant ar 4 prefeti departamant all evit ma vo respontet heñvel hag evit kaout doareoù kevatal war dachenn Breizh a-bezh. Goulennet hon oa se ivez ma vo kevatal an doareoù war an dachenn vroadel a-bezh pa hon oa eskemmet gant ar C’hentañ Ministr Jean Castex d’ar 15 a viz Gwengolo. 

A-raok kregiñ gant ar goulennoù skodennoù skol evit ar bloavezh skol 2021-2022 e karfemp bezañ sur e vo ar prefetioù gant Diwan ma savfe kudennoù paeañ.

Neuze ez aio dileuridi tud skolidi, bugale hag implijidi betek ar prefetioù hag is-prefetioù rannvro Breizh d’ar Sadorn 16 a viz Here diouzh ar mintin evit degemer al lizher-mañ a zo nemet ul lizher kadarnaat evit ma vo lakaet e pleustr al lezenn gant ar prefetioù.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : skodenn ar c'humunioù    loi Molac    conseil constitutionnel   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ