Kasourez (Lise Diwan Karaez)
Kinnig labour embannet d'an / ar 24.11.2026
Lec'h : Karaez
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
An abretañ ar gwellañ
Deskrivadur ar post-labour
Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur gasourez evit Lise Diwan Karaez adalek miz Kerzu/Genver.
Post CDI 21 eurvezh/sizhun bloazieket (27,5 e dre sizhunvezhioù skol)
Kefridioù
O labourat dindan atebegezh penngasouriezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :
- Evezhiañ al liseidi
- Buheziñ al lise (beilhadeg, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant al liseidi, surentez, yec’hed…)
- Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
- Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
- Live B2 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet ha skrivet mat a-walc’h evit bevañ e brezhoneg pe/hag evit sikour al liseidi
- Live Bak
- Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
- Plijet gant al labour a-stroll
Titouroù war ar post
Kevrat didermen he fad
CDI 21 e/sizhun bloazieket, ar pezh a dalv 27,5 e /sizhunvezhioù skol e-giz meneget da-heul :
- Lun : 5 e
- Meurzh : 3,5 e
- Merc’her : 10 e
- Gwener : 9 e
War an devezh eo an eurioù labour. Nemet d'ar merc'her eo betek 9e30 noz.
• Lec’h labour : Karaez
• Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV+lizher emginnig) da eil.derez@diwan.bzh ha penngasouriezh.lise.karaez@diwan.bzh e kopi a-raok an 10 a viz Kerzu 2026.
Darempred Diwan : eil.derez@diwan.bzh - 0298213369
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret









