Sekretour.ez Eil Derez (G/M)
Kinnig labour embannet d'an / ar 25.03.2026
Lec'h : Landerne
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
01/06/2026
Deskrivadur ar post-labour
Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 48 vloaz zo ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.
Diwan zo o klask ur sekretour·ez evit servij an Eil derez. E-kreizig-kreiz servijoù melestradurezh ar c’hevread e voc’h kendivizer·ez lodenn vrasañ eus koskor an Eil derez war statud publik pe brevez, ha digarez ho po da labourat en un endro brezhonek.
Dindan atebegezh renerezh an Eil derez ha war sikour atebeg ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h kefridioù liesseurt a sello ar c’hoskor, ar sekretouriezh rik ha merañ an tiez skol.
Fiziet e vo ennoc’h :
Kefridioù liammet gant renerezh an Eil Derez :
- Renabliñ ha studiañ sifroù liammet gant an Eil Derez (niver a skolidi, disoc’hoù an arnodennoù...).
- Kemer perzh e aozadur darvoudoù liesseurt (prientiñ distro-skol ar skolajoù ha liseoù, fiñvadeg ar gelennerien ha tud ar vuhez skol, skignañ an arnodennoù AKED ha DIBAB evit an tiez-skol, Priz an Erminig Helavar...).
- Bezañ an etrefas evit sekretourien·ezed an tiez skol (rannañ titouroù, unvaniñ ha bodañ anezho, hag all).
- Kenlabourat kreñv gant renerezh an Eil Derez ha prederiañ war aozadur ha mont en dro ar servij.
Kefridioù liammet gant servij ar c’hoskor :
- Respont d’ar goulennoù savet gant an implijidi.
- Derc’hel doserioù melestradurel ar gasourien hag ar gelennerien.
- Skoazellañ aozadur bodadoù tuta ar gasourien hag ar gelennerien (sevel ha skignañ ar c’hinnigoù labour, degemer an emstrivadurioù...).
- Heuliañ amzer labour ar gasourien, an ezvezañsoù hag an erlec’hiadennoù.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Doare den :
Digor eo ar post-mañ d’an holl brofiloù.
Diouzh ho stummadur kentañ pe ho skiant-prenet micherel e vo raktreset ur prantad stummadur diabarzh evit ma c’helloc’h pakañ ar barregezhioù ret a-nebeudoù evit ar post-mañ.
Setu amañ barregezhioù mat da gaout evit ar post-mañ :
- Mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre gomz ha dre skrid (B2 pe C1 en DCL Brezhoneg) ;
- Mestroniañ word hag excel ;
- Anavezout an eil derez ;
- Anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.
Titouroù all :
Amzer labour : Leun amzer
Lec’h labour : Landerne
Kevrat : Didermen
Deiziad kregiñ : 01/06/2026
Gopr kregiñ : diouzh ho skiant prenet hag ar c’haelioù o talvezout e Diwan Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Koñjeoù paeet : 6 sizhun
Ma’z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur a-raok an 24/04/2025 (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret








