20/03/2026
@Poltred : Skol Diwan Rianteg / Sonia Scolan
Skol Diwan Rianteg a zegemer bremañ 50 skoliad eus Rianteg (50%) hag eus ar c’humunioù tro-ha-tro (50%), adalek ar c’hlasoù ar re vihan betek ar fin ar CM2. Rannet eo ar skol e tri c’hlasad. Gellet a ra Diwan profitañ deus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all : ar preti-skol, an diwallerezh mintin ha d’enderv, levraoueg, kentelioù er poull-neuial, moned da gentelioù bageal, tachenn sport… Kevredigezh AEP Skol Diwan Rianteg a ver ar skol hag he skipailh gopridi (2 CDI). Harpet mat eo ar skol gant an ti-kêr ha gwriziennet mat eo ar skol e servijoù mont en dro an ti-kêr, kazi « munisipalizet » eo en ur mod.
Skol Diwan Rianteg a zo ispisial war pezh a denn deus he savadur hag he zachenn : savet eo bet savadur ar skol e 2009 gant ar gerent ha gant o arc’hant, met war un dachenn prestet gant Ti-kêr Rianteg.
Ar bloaz 2026 a verk ur brantad pouezus evit ar skol : adnevezadur an emglev evit gellet implij an dachenn douar fiziet da Ziwan gant kêr Rianteg ouzhpenn 16 vloaz zo. Dibenn ur feurm kozh e oa, ha poent oa nevesaat penn da benn ar c’hontrad, hag e solutaat evit gellet hiraat e fadelezh. Ur hir a brantad feurm a oa a mil a bouez da gounit evit gellet asuriñ ur postadur arc’hant el labourioù da gas er savadur. Kevredigezh AEP Skol Diwan Rianteg, ar skipailh kelenn, Kuzul skoazell Skoazell ar Vorlenn ha servijoù-kreiz Diwan o deus labouret e-pad meur a viz evit adneveziñ ar feurm-mañ. Un emglev a voe tizhet buan. Ar gevrat nevez a zo kinniget da sinañ, a engouestl da adneveziñ ar gevelerezh etre ti-kêr Rianteg hag ar skol evit ur prantad a 25 bloaz evit un dachenn a 1000m². En eskemm e vo paet un distaol 1 000 € d’an ti-kêr bep bloaz. Ar c’hontrad a resisa ivez piv a ra war dro petra, war pep sujed. Ar skol vo e-karg eus e savadur, ar ti-kêr eus ar glouedoù ha leur ar porzh skol.
Sederaet eo skipailh Diwan Rianteg gant ur c’hontrad a ro ur gwelusted war hir dermenn. Kement all a soluto neuze a-galz ar raktrez treuzkas yezh dre soubidigezh e Rianteg, war ribl kleiz morlenn An Oriant.
Testenn kavet war lec'hienn ar skol : https://diwan-rianteg.org/br/sinet-eo-bet-evit-chom-25-bloaz-choazh-e-rianteg/









