19/03/2026
Berzh ar werzh : En tu all da 1 100 km miret !
Kengred a zo atav. D’ar 15 a viz Meurzh, 1 100 kilometr o deus kavet o frenerien. Daoust da se, e kendalc'h an avañtur : kilometroù a chom e gwerzh e meur a lec’h war an hentad. Hiniennoù, kevredigezhioù, embregerezhioù, poent eo diskouez hoc'h engouestladur.
Emgav war al lec’hienn : https://stal.ar-redadeg.bzh/
Enez Groe : « Gwerzhioù prim » evit kaout kilometroù war vor
Evit an 10vet abadenn, e ya ar Redadeg war vor d’an 13 a viz Mae da 11e20 evit un dreizhadenn etre Lomener > Groe > An Oriant. Dougen ar vazh-test a zo un arouez kreñv, met ar
c'hilometroù-se zo prizius !
Mont a ra en-dro gwerzh ar c’hilometroù-se dre werzhioù prim war ur prantad termenet. Goude taol-kaer gwerzh ar c’hilometroù kentañ, e c'hell an aozerien ho kelaouiñ e vo digoret « kilometroù dreistordinal » nevez d’ar werzh d’an 23 a viz Meurzh. Ar rederien-moraerien o tont a zo pedet da chom war evezh evit kaout o km hag o bilhed evit an dreizhadenn.
« Bevañ, bodañ, bezañ » : Pedet eo ar Vretoned da zañsal
Evit enkorfañ tem ar bloaz « Bevañ, bodañ, bezañ » — ez eus bet savet ur c’horollerezh ofisiel evit mont gant ar ganaouenn ofisiel. Ar pal ? Krouiñ ul lusk a-stroll, pa vefemp war an douar pe e
bourzh ur vag. Pedet oc’h da zeskiñ ar c’horollerezh-se dre an tuto video ([https://youtu.be/cTiGN2lxlqg?si=TogEJfkbp3xyhoVH]) ha n’em luskañ o rannañ o pleustradegoù gant an hashtag #Redadeg2026.
Emgav d’an 08 a viz Mae
Adalek al loc’hañ hag e-pad tout an hentad, e roio ar sonerezh al lusk. Pe vefec’h war un hent, war vord ar mor, en ur park, pe e-bourzh ur vag davet Enez Groe : dañsit, redit, bezit e brezhoneg !
Kemannadenn gelaouiñ embannet gant Ar Redadeg d’an 18 a viz Meurzh 2026
Petra eo ar Redadeg ?
Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur.
N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret.
An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg.
Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !
Gwerzhet e vo ar c’hilometroù d’an dud, d’ar strollegezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar c’hevredigezhioù,... da lâret eo d’an nep a fell dezhañ kemer perzh en darvoud a-benn skoazellañ ar brezhoneg. An hanter eus ar gounidoù az aio da arc’hantiñ rouedad ar skolioù Diwan. An hanter all a sikouro kevredigezhioù da implij, diorren ha treuzkas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.
Berzh kentañ an darvoud, leun a levenez hag a startijenn, a chom a-hed ar bloavezhioù.
Dibaoe an hini kentañ a ya an darvoud war-gresk.









