Sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj G/M
Kinnig labour embannet d'an / ar 31.03.2026
Lec'h : Gwiseni
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
01/06/2026
Deskrivadur ar post-labour
Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn
nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 48 vloaz zo ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.
Emañ ar Skolaj Diwan Gwiseni o klask ur sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj (G/M). Dindan
atebegezh renerezh an ti skol e kenlabouroc’h gant holl izili skipailh ar skolaj : renerezh, buhez skol, skipailh
kempenn, kelennerien, dilenidi Kuzul merañ ar skolaj. Fiziet e vo ennoc’h kefridioù liesseurt.
Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :
Sekretourva boutin
- Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave.
- Degemer ha treuzkas al lizhiri.
- Degemer ha treuzkas ar mailoù.
Sekretourva pedagogel
- Ebarzhiañ an holl ditouroù a bouez evit ar familhoù, merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e-barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez pouezus tre evit skoliadur ar skolajidi.
- Daremprediñ gant ar rektordi diouzh an ezhommoù : teuliadoù kelennerien, enskrivadurioù DNB, beajoù...
- Sevel pe prientiñ a bep seurt teuliadoù a sell an ti skol hag e vont en dro, da skouer (listenn diglok) : raktres niver a vugale, yalc’hadoù, treziad diavez (forfait d’externat), steuñv an emgavioù pedagogel, heuliañ ar gevrat gant ar stad.
- Kenlabourat a dost gant kontouriezh an ti skol evit a sell fakturenniñ ar familhoù ha merañ ar bourchaserien.
Kehentiñ
- Sevel teulioù kehentiñ diabarzh/diavez a bep seurt : mail titouriñ (familhoù, kelennerien) pedadennoù, adgalv,
- sevel rentaoù kont
- Bezañ perzh en aozañ a bep seurt darvoudoù a sell buhez an ti skol : devezhioù dizoloiñ ar Skolaj gant skolioù ar c’hentañ derez, an dorioù digor, devezhioù degemer evit ar skolidi CM, hag all.
Titouroù all
- Deiziad enfredañ : Penn kentañ miz Even
- Doare kevrat : CDI
- Padelezh amzer labour : 28e/siz bloazieket
- Gopr : diouzh ar skiant prenet ha diouzh ar c’haelioù o talvezout e Diwan
- Ehan gopret : 6 sizhunvezh ha sizhunvezhioù nann labouret da bet prantad vakañsoù skol
- Lec’h labour : Skolaj Diwan Gwiseni, 10 hent an atalieroù 29880 GWISENI
Ma z'och dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur a-raok an 30/04/2026 (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh pe kit war lec’hienn Diwan, ivinell « Dibab Diwan » -> « Labourat e Diwan » ha loskit hoc’h
emstrivadur (CV+Lizher en em ginnig).
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Doare den
- Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit dec’hel ar post-mañ.
- Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud.
- Ret e vo deoc’h mestroniañ ar poelladoù-mañ : word, excel, google workspace.
- Bez ho po da implijour ivez poelladoù all a sell merañ an ti skol (Pronote, poelladoù akademiezh).
- Bez e rankoc’h eta bezañ en ho aes gant an urzhiaterez.
- Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret








