Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-lise G/M

Sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-lise G/M

Kinnig labour embannet d'an / ar 26.10.2025

Lec'h : Karaez (29)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ rouedad Diwan o klask sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-lise (G/M) evit Lise Diwan Karaez.


Dindan atebegezh renerezh an ti skol e kenlabouroc’h gant holl izili skipailh ar lise : renerezh, buhez skol, skipailh kempenn, kelennerien, dilennidi Kuzul merañ al lise. Fiziet e vo ennoc’h kefridioù liesseurt.


Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :

 

  • Sekretourva boutin

Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave.
Degemer ha treuzkas al lizhiri.
Degemer ha treuzkas ar mailoù.

  • Sekretourva pedagogel

Ebarzhiañ an holl ditouroù a bouez evit ar familhoù, merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez pouezus tre evit skoliadur al liseidi.
Daremprediñ gant ar rektordi diouzh an ezhommoù : teuliadoù kelennerien, enskrivadurioù d’an arnodennoù, beajoù...
Sevel pe prientiñ a bep seurt teuliadoù a sell an ti skol hag e vont en dro, da skouer (listenn diglok) : raktres niver a vugale, yalc’hadoù, treziad diavez (forfait d’externat), steuñv an emgavioù pedagogel.
Kenlabourat a dost gant kontouriezh an ti skol evit a sell fakturenniñ ar familhoù ha merañ ar bourchaserien.

  • Kehentiñ

Sevel teulioù kehentiñ diabarzh/diavez a bep seurt : mail titouriñ (familhoù, kelennerien) pedadennoù, adgalv, sevel rentaoù kont
Bezañ perzh en aozañ a bep seurt darvoudoù a sell buhez an ti skol : devezhioù dizoloiñ al Lise, an dorioù digor, devezhioù degemer evit skolajidi, hag all.

Titouroù all

Deiziad enfredañ : an abretañ ar gwellañ
Doare kevrat : CDI
Padelezh amzer labour : 35e/siz bloazieket
Gopr : diouzh ar skiant prenet
Lec’h labour : Lise Diwan Karaez – Kerampuilh 29270 KARAEZ


Ma z'och dedennet gant ar post, kit war lec’hienn Diwan, ivinell « Dibab Diwan » -> « Labourat e Diwan » ha laoskit hoc’h emstrivadur (CV+Lizher en em ginnig) pe kasit hoc’h emstrivadur da tuta@diwan.bzh

 

 

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit derc’hel ar post-mañ.

Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren-tre, gouest d’en em azasaat ha bezañ aes gant an dud.

Ret e vo deoc’h mestroniañ ar poelladoù-mañ : word, excel, publisher, google workspace.
Bez ho po da implijout ivez poelladoù all a sell merañ an ti skol (Pronote, poelladoù akademiezh). Bez e rankoc’h eta bezañ en ho aes gant an urzhiataerezh.

Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Devezh eskemm ar c'hevread

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 29 a viz Du 2025 e Gwened !

Kenavo Gwenole

Gant an dristidigezh ar vrasañ hon eus gouezet eo aet Gwenole Bihannig da Anaon.

An holl bennadoù war an tem-mañ