Skolaer·ez vakataer·ez (Sant Brieg)
Kinnig labour embannet d'an / ar 10.11.2026
Lec'h : Sant Brieg
Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .
Padelezh
Miz Genver 2027
Deskrivadur ar post-labour
Komz a reoc'h brezhoneg, plijet oc'h gant an treuzkas ha krediñ a reoc'h er raktres deskiñ brezhoneg d'ar vugale dre soubidigezh ?
Emañ Diwan Kentañ Derez o klask ur skolaer·ez leun amzer evit skol Diwan Sant Brieg evit miz Genver 2027 (d'an nebeutañ)
Live skol vamm
Kefridioù
- Lakaat ar yezh da vevañ : soubañ ar vugale en un endro brezhoneg bemdez.
- Heñchañ an deskiñ : frammañ ha buheziñ ar c'hentelioù hag obererezhioù kinniget d'ar vugale en ur gemer harp war pinvidigezh ar c'helenn dre soubidigezh.
- Kenlabourat bemdez : labourat a-stroll gant skipailh pedagogel ar skol ha gant ar familhoù evit lakaat raktres ar skol da vevañ.
- Sturiañ lusk ar strollad : merañ buhez ar c'hlasad ha teurel evezh ouzh digoridigezh pep bugel er strollad klas.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
- Madelezus oc'h, startijenn a zo ganeoc'h, ha gouzout a reoc'h daremprediñ gant bugale.
- Emren oc'h evit aozañ ho labour, ha gouest oc'h da gaout intrudu e-kreiz ur skipailh.
- Brezhoneger·ez oc'h (gouest da gomz ha da skrivañ)
- Un Aotreegezh (L3) ho peus tapet d'an nebeutañ
- PSC1
- Testeni Neuial 50 m
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret









