Kelenner·ez war an DKS (Deskadurezh Korf ha Sport)
Kinnig labour embannet d'an / ar 23.03.2026
Lec'h : Kemper
Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .
Padelezh 3 sizhunvezh
Diouzhtu
Deskrivadur ar post-labour
Emañ Kevread Diwan o klask ur g·c’helenner·ez war an DKS evit ar Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper.
Post CDD – 16 e/sizhun (lun, meurzh ha yaou vintin)
Adalek ar 24/03 ha betek an 10/04/2026
Live kelenn : 6vet, 5vet ha 4re.
Kefridioù :
- kas kentelioù hervez programmoù skol hervez ar liveoù
- priziañ an araokadennoù ha gouiziegezhioù ar skolidi a-drugarez da briziadennoù
- kemer perzh e buhez ar skol en ur labourat gant izili all ar skipailhoù
- azasaat e zoareoù kelenn da ezhommoù ispisial ar skolidi evit gwellaat o en-dro deskiñ
Ma z'och dedennet gant ar post, kasit hoc’h emstrivadur (CV + Lizher en em ginnig) da eil.derez@diwan.bzh ha gant renerezh.skolaj.jakez.riou@diwan.bzh e kopi.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
- Aotreegezh STAPS rediet
- Brezhoneg live B2
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret








