Kasourez (Gwiseni)
Kinnig labour embannet d'an / ar 10.11.2026
Lec'h : Gwiseni
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
Dès que possible
Deskrivadur ar post-labour
Emañ Eil derez Diwan o klask war-lerc’h ur gasourez evit Skolaj Diwan Penn-ar-Bed e Gwiseni. Post CDI 28.25 e/sizhun – 1 nozvezh. An abretañ ar gwellañ.
Kefridioù
O labourat dindan atebegezh penngasouriezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :
- Evezhiañ ar skolajidi
- Buheziñ ar skolaj (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, surentez, yec’hed…)
- Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
- Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
• Live B2 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet ha skrivet mat a-walc’h
evit bevañ e brezhoneg pe/hag evit sikour ar skolajidi,
• Live Bak
• Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
• Plijet gant al labour a-stroll
• Bezañ ur plac'h (un nozvezh evezhiañ e kouskva ar merc'hed)
Titouroù all :
• CDI 28,25 e/sizhun e-pad an 36 sizhun bloavezh skol
(23e/sizhun amzer bloazieket war ar gevrat) :
o Lun devezh : 9e25
o Meurzh mintin : 4e50
o Yaou noz : 14e50
• Lec’h labour : Gwiseni
• Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
• Gopr eurioù kriz : 12,31 €
Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas hoc’h emstrivadur (CV + lizher en em ginnig) da eil.derez@diwan.bzh ha gant penngasouriezh.skolaj.gwiseni@diwan.bzh e kopi.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret









