Darempred

Rener·ez

Kinnig labour embannet d'an / ar 04.05.2020

Lec'h : Karaez (29)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Penn kentañ miz Even 2020

Pellgargañ e stumm PDF

Kinnigadenn ar post-labour

Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit al Lise Diwan Karaez. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg, panefe danvez lise Gwened a zigoro a-benn nebeut. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel, e vezer e kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer al lise nemetañ e brezhoneg penn-da-benn eus an eilvet klas d’ar c’hlas termen !

Rener·ez al lise a zo e-karg eus mont en dro al lise war an tachennoù da heul :

  • Pedagogiezh
  • Buhez-skol
  • Melestradur
  • Surentez

D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :

  • Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien, penngelenerien ha skipailh.
  • Merañ ar servijoù, an implijoù amzer, tuta implijidi.
  • Sevel ha merañ ar budget.
  • Bezañ e darempred gant Diwan, an deskadurezh stad, ar familhoù, ar rannvro.
  • Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù kuzul merañ, an arnodennoù pe deskadurezh stad pe Diwan.
  • Kenlabourat gant ar gevredigezh o verañ herberc’h al liseidi (bod ha boued).
  • Labourat ingal gant ar benngasourien ha penngelenerien war ar raktres pedagogel ha desavadurel.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Trugarez d’an dud a vefe dedenet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.

Doare den

  • Live Bak + 4
  • 5 bloavezh skiant prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)

En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiatear hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.

Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da merañ meur a zoser war un dro.

Titouroù all

  • Lec’h labour : Karaez
  • Kevrat : Didermen ur wech titlet da heul ur bloavezh evel stajiad.ez
  • Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù
  • Deiziad kregiñ : Penn kentañ miz Even
  • Gopr kregiñ : diazezet war ho indis deskadurezh stad
  • Statud : Sterniad·ez
  • Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs

Ma z’oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da tuta@diwan.bzh a-raok an 17/05/2020.


Lakaat ma anv

Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Ensavadurioù foran : diouer a vrezhoneg da vare ar c'hleñved red

Kevre Breizh, skourr Breizh Elen (European Language Equality Network), en deus savet un danevell evit Kuzul Europa war ar gwall ziforc’h...

Distro war ar bloavezh-skol e Skol Diwan Louaneg

Newsletter mai 2020, nouvelle équipe, nouveau préau, Kan ar Bobl, confinement

Bez emañ Kelenn o tigenfinañ tamm ha tamm

Digor e vez ar sekretourva bemdez d'an eurioù boas, eus 8:30 da 12:30 hag eus 13:30 da 17:00.

Ar Redadeg : bezit prest da loc'hañ e 2021 !

Abalamour d’ar c’horona ez eus bet ranket nullañ ar Redadeg, darvoud bras ar brezhoneg. Gant ar gevredigezh ez eus bet divizet...

An holl bennadoù war an tem-mañ