ASEM (Plougerne)
Kinnig labour embannet d'an / ar 23.06.2025
Lec'h : Plougerne
Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .
Padelezh
distro 2025
Deskrivadur ar post-labour
Emañ AEP DIWAN PLOUGERNE o tuta ur skoazeller.ez skol-vamm evit distro-skol 2025-2026
Ur gevrat PEC hini eo. Post da vezañ pourvezet adalek ar c’hentañ a viz Gwengolo evit daouzek miz (21,5e /sizhun ingalet war ar bloavezh). Pe ur gevrat termenet he fad a c'hell bezañ.
KEFRIDI :
Ar skoazeller.ez a raio war-dro ur c’hlasad lies-liveoù skol-vamm dindan aotrouniezh ar skolaerez :
• Skoazell ar skolaerez evit degemer, ambroug ha diwall ouzh surentez ar skolidi
• Prientiñ pe/ha buheziñ stalioù-labour
• Ober war-dro ar skolidi ha buheziñ ehan kreisteiz
• Ober war-dro hag ambroug ar skolidi e-kerzh ar pred er c’hantin
• Buheziñ an amzerioù diavaez skol (diwallerezh) en un doare emren
• Prientiñ ha kempenn ar salioù klas hag an dafar
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
• Brezhoneg komzet
• Skiant-prenet gant ar vugale
• Bezañ plijet gant ar labour skipailh ha kaout intrudu
• Anavezout lusk hag ezhommoù ar vugale
• Barregezhioù war ar buheziñ
• Perzhioù daremprediñ
Kasit ur CV hag ul lizher emginnig da : aep.plougerne@diwan.bzh
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret