Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Penngasour•ez

Penngasour•ez

Kinnig labour embannet d'an / ar 24.11.2026

Lec'h : Karaez

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh Betek ar 17/01/27

Diouzhtu

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ dre soubidigezh e brezhoneg. Krouet tost 50 vloaz zo ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.

Emañ Lise Diwan Karaez o klask ur penngasour.ez. Post CDD erlerc’hiañ – da bourveziñ an abretañ ar gwellañ. Betek ar 17/01/27.
> O labourat dindan atebegezh renerezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :

  • Aozañ ha sterniañ buhez-skol an ti-skol
  • Buheziñ al lise (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant al liseidi, surentez, yec’hed...)
  • Merañ ar skipailh kasouriezh (sevel an implijoù amzer, merañ amzer labour ar skipailh, kas an titouroù a sell ouzh ar goproù...)
  • Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
  • Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

• Live C1 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet hag skrivet mat a-walc’h evit bevañ e
brezhoneg ha/pe evit sikour al liseidi
• Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
• Bezañ en e aes evit merañ ur skipailh
• Plijet gant al labour a-stroll

Titouroù all :

• CDD erlerc’hiañ leun amzer– 40 eurvezh gwirion /sizhun
• Lec’h labour : Karaez
• Gwarez yec’hed ha prevoyañs
• Gopr kriz : 12,51€/e + un arc’hopr penngasouriezh miziek 221.52€ kriz

Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur a-raok an 11/12 (CV + lizher
emginnig) da eil.derez@diwan.bzh ha penngasouriezh.lise.karaez@diwan.bzh e kopi


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Diwan : nevesaet an dud e penn ar rouedad a-benn treiñ war zu an dazont

Dilennet en deus Kuzul-merañ Kevredad Diwan ur burev nevez, klok gant seizh den ennañ. Ar pal gant ar burev-mañ a zo kreñvaat en-dro...

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ