Darempred

Kasour·ez

Kinnig labour embannet d'an / ar 17.11.2025

Lec'h : Karaez (29)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Ar buanañ ar gwellañ

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur c’h·g·asour.ez evit al Lise Diwan Karaez an abretañ ar gwellañ.

Post CDI 15 e/sizhun bloazieket (20e gwirion dre sizhun)

O labourat dindan atebegezh penngasouriezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :

  • Evezhiañ al liseidi
  • Buheziñ ar skolaj-lise (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant ar skolajidi ha liseidi, surentez, yec’hed…)
  • Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
  • Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den :

  • Live B2 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet ha skrivet mat a-walc’h evit bevañ e brezhoneg pe/hag evit sikour al liseidi,
  • Live Bak
  • Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
  • Plijet gant al labour a-stroll

Titouroù all :

  • CDI 15 e/sizhun bloazieket, ar pezh a dalv 20e gwirion / sizhun e-giz meneget da-heul : Lun : 10 e / Merc’her : 10 e
  • Lec’h labour : Karaez
  • Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
  • Gopr : 787.88€ kriz/viz

Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV+lizher en em ginnig) da tuta@diwan.bzh a-raok an 10 a viz Kerzu 2025.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Gouelioù laouen

O tostaat emañ gouelioù fin ar bloaz ! Hetiñ a ra skipailh Diwan gouelioù laouen ha vakañsoù plijus d'an holl !!

Webinarioù Kehentiñ

Laouen eo servij kehentiñ Diwan ouzh ho pediñ da 3 webinar pleustrek, bet soñjet evit heñchañ an tiez-skol war ar c’hehentiñ....

Bak micherel BBTK

Aozet e vo gant Lise Diwan Karaez daou darvoud evit kinnig deoc'h ar Bak micherel BBTK (Buheziñ Bugale ha Tud Kozh)

An holl bennadoù war an tem-mañ