Darempred

Kasour·ez

Kinnig labour embannet d'an / ar 12.03.2026

Lec'h : Plijidi (22)

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh 3 miz

23/03/2026 betek an 23/06/2026

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur c’h·g·asour·ez evit ar skolaj Diwan Bro Dreger e Plijidi.

Post CDD erlec’hiañ 29 e/sizhun – 2 nozvezh (14e50 d’al lun + 14e50 d’ar yaou)

Adalek ar 23/03 betek an 23/06/2026

O labourat dindan atebegezh penngasouriezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :

  • Evezhiañ ar skolajidi,
  • Buheziñ ar skolaj (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, surentez, yec’hed...),
  • Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù,
  • Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh.

Titouroù all :

  • CDD 29 e/sizhun :
    • Lun noz: 14e50
    • Yaou noz : 14e50
  • Lec’h labour : Plijidi
  • Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
  • Gopr eurioù kriz : 12,047 €

Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas hoc’h emstrivadur (CV + lizher en em ginnig) da
tuta@diwan.bzh ha gant penngasouriezh.skolaj.plijidi@diwan.bzh e kopi.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den :
• Live B2 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet ha skrivet mat a-walc’h evit bevañ e
brezhoneg pe/hag evit sikour ar skolajidi,
• Live Bak
• Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
• Plijet gant al labour a-stroll

Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

An holl bennadoù war an tem-mañ