Darempred

Kasour·ez

Kinnig labour embannet d'an / ar 23.02.2026

Lec'h : Karaez

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh 2 viz hanter

01/04/2026

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur c’h·g·asour·ez evit al Lise Diwan Karaez.

Post CDD erlec’hiañ 29 e/sizhun – 2 nozvezh (14e50 d’ar merc’her + 14e50 d’ar yaou)

Adalek ar 01/04 betek an 19/06/2026

O labourat dindan atebegezh penngasouriezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :

  • Evezhiañ al liseidi
  • Buheziñ ar skolaj-lise (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant ar skolajidi ha liseidi, surentez, yec’hed…)
  • Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
  • Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh

 

Titouroù all :

  • CDD 29 e/sizhun :
    • Merc’her noz: 14e50
    • Yaou noz : 14e50
  • Lec’h labour : Karaez
  • Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
  • Gopr eurioù kriz : 12,047 €

 

Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas hoc’h emstrivadur (CV + lizher en em ginnig) da

tuta@diwan.bzh ha gant penngasouriezh.lise.karaez@diwan.bzh e kopi.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den :

  • Live B2 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet ha skrivet mat a-walc’h evit bevañ e brezhoneg pe/hag evit sikour al liseidi,
  • Live Bak,
  • Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded,
  • Plijet gant al labour a-stroll.

Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An holl bennadoù war an tem-mañ