Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Agent polyvalent

Agent polyvalent

Kinnig labour embannet d'an / ar 29.06.2025

Lec'h : Landerne

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh

25/08/2025

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ skol Diwan Landerne o klask ur gwazour liesvarrek. Labour : eveshaat war ar porzh-skol, sikour ouzh an diwallerezh, kempenn an ti-skol. Aotrouniezh ha madelezh ; evezhiegezh ha kelaouiñ ar gelennerien ; labour a-stroll. Eurvezhioù labour : 7e30-10e30 ha 16e15-18e30 da lun, meurzh, yaou ha gwener. Labour e-pad ar sizhunvezhioù skol dreist-holl, gant un nebeud devezhioù e-pad ar vakañsoù skol. Interest evit yezh ha sevenadur Breizh.

Kargoù pennañ :
– Eveshaat ar porzh-skol
– Sikour ouzh an diwallerezh d’an abardaez
– Kempenn an ti-skol, hag a-wechoù e-pad ar vakañsoù skol

Lusket-mat e vez an devezhioù labour ha liesseurt a-walc’h al labour. Pa vez labouret gant bugale yaouank, e ranker en em ober outo dibaouez.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Ar perzhioù a glasker :
– Madelezh ouzh ar vugale, gouzout mont outo dre vrav pe dre greñv
– Barrek da gaout darempred gant ar vugale hag o zud, en ur ziskouez doujañs outo.
– Bezañ avizet ha gouest da gomz gant ar gelennerien pa vez diaesterioù
– Gouzout en em aozañ hag en em ober ouzh cheñchamantoù an devezh
– Gouzout labourat gant ar re all
– Interest evit yezh ha sevenadur Breizh

Lakaat e·hec'h anv : christine.langlet69@gmail.com 


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Dorioù digor Skolaj-Lise Diwan Gwened

Dalc'het e vo Dorioù Digor Skolaj-Lise Diwan Gwened a-benn disadorn ! Daet da vizitiñ Skolaj-Lise da zonet ho pugale divyezhek !...

Ur c'henrenerezh e Diwan

Abaoe ar c'hentañ a viz du emañ Lou Millour ha Mark Boette e penn ar servijoù e Diwan. Emañ Mark en karg eus an arc'hant hag ar...

Marc'had Nedeleg

Spered Nedeleg a vo dreistordinal ha leun a hudouriezh e Plabenneg er bloaz-mañ gant marc’had Nedeleg ar Skol. Muioc’h eget 40...

Fest'bier #6 à Ploudalmézeau

Evit ar c'hwec'hvet bloavezh e c'helloc'h dont da zizoleiñ ur pemzek breser breizhat bennak d'ar 15 ha d'ar 16 a viz Du, hag abadennoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ