Darempred

Pas de tag trouvé
Degemer > Offres d'emplois > Gwazour·ez liesimplij Skol Diwan Gwengamp

Gwazour·ez liesimplij Skol Diwan Gwengamp

Kinnig labour embannet d'an / ar 16.11.2026

Lec'h : Gwengamp

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Genver 2027

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ Skol Diwan Gwengamp o klask un den mennet ha liesvarrek evit kemer perzh e mont en-dro pemdeziek ar skol, sikour ar vugale ha kempenn ar salioù.


Kefridioù pennañ 

●  Ambroug hag evezhiañ ar vugale 

  • Ober war-dro evezhiañ ar skolidi er porzh e-pad an amzerioù diskuizh.
  • Teuler evezh ouzh surentez hag aezamant ar vugale e-pad an amzerioù bezañs.

● Kempenn ar salioù hag an dafar 

  • Astenn al lienaj ha prientiñ an dafar a zo ezhomm evit kempenn an devezh 
  • Kempenn bemdez ar salioù klas, ar privezioù, an trepasoù hag an takadoù boutin 
  • Naetaat (hervez an implij-amzer) ar sal-gousket, burev ar gelennerien, skalieroù ar savadur pennañ, ar gegin, hag ar sal-video 
  • Tennañ ar poubellennoù er-maez ha merañ anezhe hervez reolennoù ar skol 
  • Kempenn an dafar arzoù neuziañ pa vez ezhomm 

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Klask a reomp un den  :
● Ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez 
● Sirius, aozet hag emren en he labour 
● Liesimplij, startijenn ennañ ha gouest d’en em ober diouzh ar c’hefridioù a bep seurt 
● Plijout a ra dezhe mont e darempred gant ar vugale ha gouzout kemer un emzalc'h
madelezhus
● Diwall ouzh surentez ar skolidi ha doujañ da reolennoù bevañ ar skol 
● Gouest da labourat a-stroll ha da zoujañ d’ar reolennoù kempenn ha yec’hederezh 

Un dra vat e vefe kaout skiant-prenet gant ar vugale pe kempenn salioù 

Munudoù ar post
● Doare kevrat : Kevrat didermen he fad (CDI)
● Amzer labour  : Darn-amzer
● Pad al labour  : 22e ar sizhun 
● Lec'h labour : Skol Diwan Gwengamp, 1 plasenn Sant-Salver – 22200 Gwengamp 
● Kemer post : Genver 2027 

Darempred
AEP Skol Diwan Gwengamp
1 plasenn Sant-Salver 
22200 Gwengamp 
aep.gwengamp@diwan.bzh
Plgz : 02 96 44 37 54


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Diwan : nevesaet an dud e penn ar rouedad a-benn treiñ war zu an dazont

Dilennet en deus Kuzul-merañ Kevredad Diwan ur burev nevez, klok gant seizh den ennañ. Ar pal gant ar burev-mañ a zo kreñvaat en-dro...

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ