Darempred

Degemer > Naoned-gwened-brezhoneg-e-pep-lech
bandeau-manif-naoned-mae-2022_2022_05_21_Manifestadeg_Naoned_Manifestation_Nantes_Diwan_Brezhoneg_Bandeau_Facebook_WEB

Naoned, Gwened : brezhoneg e pep lec’h !

Galv da vanifestiñ

12/05/2022

Lire cet article en français

 

Goulenn a reomp ur politikerezh yezh gant palioù uhel hag a zegaso gwirioù padus d'ar vrezhonegerien ha d'ar brezhonegerezed e Breizh a-bezh !

Goulenn a reomp ma vo lakaet al lezenn da dalvezout ha meret an traoù gant kevatalded !

Goulenn a reomp ar peadra a zo ezhomm evit kreñvaat ha diorren ar c'helenn brezhonek dre soubidigezh !

 

Bloaz goude m'eo bet kadarnaet al lezenn Molac e fell da rouedad skolioù Diwan bezañ asambles gant emgav 2022 ar Redadeg evit bodañ tud a-du gant ar c'helenn brezhonek dre soubidigezh, e normaladur hag e gresk. Evit kement-se hag evit gwarantiñ e ziorren en desped  d'ar stern lezennel ha tiriadel na warant ket anezhañ - hag a ranko emdreiñ neuze - hon eus ezhomm en em ouestfle an holl strollegezhioù lec'hel a zo e Breizh.

Ar stourm-se hag hon eus c'hoant e vefe ledan, digor d'ar familhoù ha d'ar bobl, a gemero lod en eskemmoù demokratel a zo ezhomm anezhe, evit ma vo eus ar brezhoneg er c'hendivizoù en-dro d'an dilennadeg kannaded en em gavo e miz Even.

Abaoe 2013 eo merket e Kod an Deskadurezh e rank ar c'helenn divyezhek bezañ «favorizet». Er pleustr avat e nac'h Rektoriezh Naoned lakaat al lezenn da dalvezout : da skouer, nac'het he deus e vefe digoret ur skol e Gwinieg-Breizh gant Diwan e distro-skol 2021, daoust ma korde pep tra gant redioù al lezenn Gatel.

Abaoe un dek vloaz bennak, meur a lezenn (Lezenn Addiazezañ ar skol e 2013, lezenn Molac e 2021...) a ra meneg eus kendivizadoù Stad-strollegezhioù tiriadel-Ofis publik evit diorren an implij eus ar yezhoù «rannvroel» er skol hag er vuhez foran, peadra da sevel gwir politikerezhioù yezh. En akademiezh Roazhon, ar C'hentañ ministr zo o paouez sinañ ur c'hendivizad a-ratozh nevez evit 2022-2027, m'emañ merket ar pal tizhout 30 000 skoliad divyezhek a-benn 6 vloaz, ar pezh a dalvez ur c'hresk a 64% en niver a skolidi.

Daoust d'hor goulennoù e nac'h servijoù ar Stad sevel «ur c'hendivizad a-ratozh evit ar brezhoneg» en akademiezh Naoned. Goulenn a reomp ma vo lakaet al lezenn da dalvezout e Naoned, evel m'eo bet graet en holl akademiezhioù all ar Republik. Gant-se e c'houlennomp groñs :

  • War skouer ar c'hendivizad Stad / Rannvro Breizh evit treuzkas yezhoù Breizh hag an implij anezhe, ma vo kement-all e pleustr e departamant al Liger-Atlantel, ma vo diorroet ar c'helenn dre soubidigezh hag an hentennoù kelenn divyezhek all, kement-se evit mont war-zu ofisielaat ar brezhoneg e Breizh a-bezh,

  • Kevatalded rak er Pireneoù-Atlantel (Euskadi), an Ikastolaoù (skolioù heñvel o statud ouzh re Ziwan) a vez kevratet kerkent ha digoret. En akademiezh Roazhon e ranker gortoz 2 vloaz. Gwashoc'h eo en akademiezh Naoned p'he deus ranket skol Diwan S. Ervlan gortoz 5 bloaz, ha pa n'emañ ket c'hoazh skol Diwan Savenneg dindan gevrat, 13 vloaz goude bezañ bet digoret. Goulenn a reomp ma vo meret an traoù gant ingalded, ha gant-se, ma vo kevratet holl skolioù bro Naoned , holl skolioù Breizh, kerkent ha digoret.

  • Un emouestl sklaer ha pleustrek a-berzh ar strollegezhioù lec'hel evit hor skoazellañ da gas hor raktresoù da benn, ha gwarantiñ e c'hallimp implijout savadurioù a-benn digeriñ skolioù, skolajoù ha liseoù Diwan nevez el Liger-Atlantel hag e Breizh a-bezh. Ezhomm zo ur stagadenn d'ar c'hendivizad Stad-Rannvro-Strollegezhioù lec'hel, gant palioù uhel, sifret ha sammet gant an holl obererien ensavadurel, o vont a-du gant diorren Diwan.

  • Lakaat kelc'hlizher ar 16 a viz Kerzu 202 da dalvezout evit a sell ouzh an 3 eurvezh kelenn brezhoneg en eil derez. N'emañ ket kont evel-se evit liseidi ha liseadezed hor rouedad.

  • Ar gwir evit skolajidi, skolajiadezed, liseidi ha liseadezed hor rouedad, d'ober gant ar brezhoneg er breved hag er vachelouriezh evit muioc'h a zanvezioù, evel m'emañ kont e Norzh-Euskadi.

  • Ma vo kefridiet Ofis publik ar brezhoneg da sevel ur steuñv evit diorren ar c'helenn brezhoneg hag e brezhoneg en akademiezh, evel ma zo en akademiezh Roazhon.

  • Ma vo kenstrivadeg ar gelennerien skolioù ur gwir genstrivadeg a-ratozh. Hiziv e nac'h INSPE Naoned prientiñ d'ar genstrivadeg-se. 11 gwech nebeutoc'h a bostoù evit en akademiezh Roazhon a zo kinniget. Da S. Brieg e rank ar re zegemeret er genstrivadeg mont da vezañ stummet ur wech bep pemzektez.  Prientet, aozet ha notennet e vez ar genstrivadeg-se evel ar genstrivadeg unyezhek hep kemer e kont dibarded an divyezhegezh, ar pezh a ra m'eo unan eus ar c’henstrivadegoù diaesañ en 12 akademiezh a ginnig ar c'helenn divyezhek.

  • Ma vo kinniget ar c'helenn brezhoneg en holl skolajoù ha liseoù (mellad 7 lezenn an 21 a viz Mae 2021) : en deiz-a-hiziv n'eo kelennet ar brezhoneg neblec'h en akademiezh Naoned estreget e skolaj Diwan S. Ervlan. Nag er skolaj nag el lise.

  • Ma vo kelennet brezhoneg e skol-veur Naoned, e stern ur gwir aotreegezh. Evit ar poent n'eus kinniget nemet ur vodulenn 18 eurvezh war ar bloavezh. Anat eo n'eo ket a-walc'h evit stummañ brezhonegerien ha brezhonegerezed.

  • Kement tra stag ouzh ar c'helenn divyezhek pe dre soubidigezh a fell dimp e vefe liammet ouzh rektoriezh Roazhon : adunvaniñ ar c'helenn brezhonek, bremañ !

  • Un emouestl gant an danvez kannaded a vo war ar renk e Breizh a-bezh, evit ma vo kemmet mellad 2 ar vonreizh hag a lak ar galleg da yezh ar republik nemeti, o skarzhañ ar yezhoù all.

Pediñ a reomp holl berzhidi emsav sevenadur ha yezh Breizh da berc’hennañ an deiziadoù stourm se.

Pediñ a reomp an holl nerzhioù politikel demokratel hag an holl dud a soursi deus gwirioù sevenadurel ha yezhel pobl Breizh hag emgouestlet er stourm evit unaniezh Breizh d’ober o seizh gwellañ evit ma raio berzh an daou emgav-mañ.

Emgav d’an 21 a viz Mae da 3e GM

Er Melezour-Dour e Naoned, dirak ar c’hastell da zegemer war un ton bras ar Redadeg en hor c’hêrbenn istorel.

Emgav d’an 28 a viz Mae da 3e30 GM

e Gwened dirak ar gar-mor evit ar c’hKM 2018, evit ur c’haloupadeg azgoulennus e Kmoù diwezhañ Redadeg 2022 a ranko echuiñ war un ton ken bras hag hini Gwengamp !

Penaos mont da vanifestadeg an 21 a viz Mae ?

Evit mont da vanifestiñ ez eus kinniget kirri-boutin o loc’h eus :

  • An Oriant (da 11e30) ha Gwened (da 12e30)

  • Sant-Brieg (da 11e00) ha Roazhon (da 12e30)

10€ ar plas mont ha dont. Digoust evit ar re dindan 18 vloaz.

Krouet ez eus bet ivez ur strollad kenweturiñ evit klask pe kinnig plasoù.

Kontañ a reomp warnoc’h !

Betek an trec’h !

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : manifestadeg    stourm   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg an Erminig Helavar 2024

A drugarez d’ur profour eus Bro Kanada e oa bet aozet gant Eil Derez Diwan d’ar Merc’her 16 a viz Here 2024, e lise Gwened, ur...

An holl bennadoù war an tem-mañ