Darempred

Degemer > Mennad-hentan-2025-2027

Mennad hentañ 2025-2027

Kreñvaat ar gouarnerezh ha derc’hel padus ar rouedad Diwan

28/04/2025

Lire cet article en français

Abaoe e grouidigezh e kinnig ar rouedad Diwan ur raktres uhelek a zo e bal treuzkas ha brudañ ar brezhoneg dre ar c’helenn dre soubidigezh. Met war-lerc’h un nebeud bloavezhioù diorren gant un nebeud enkadennoù en em gav ar rouedad gant ur prantad pouezus evitañ. E seurt degouezh e karfe Diwan lañsañ obererezhioù evit kreñvaat e c’houarnerezh, derc’hel padus ar rouedad ha solutaat ar c’helenn war un dro ha kement-se a-benn gwarantiñ un dazont padus evit ar brezhoneg.

1. Anavezout Diwan ar brezhoneg

  • Kaout ur statut publik azas o anavezout hag o wareziñ pennaenn kelenn brezhoneg dre soubidigezh hag o terc’hel padus an arc’hantaouiñ ;

  • Kas da benn ar c’henemglev Stad/Rannvro/Diwan ;

  • Kaout ur statud Yezh vev B bis evit ar brezhoneg eus ar c’hlas c’hwec’hvet d’ar c’hlas termen ;

  • Derc’hel padus arnodennoù diplom broadel ar breved e brezhoneg ;

  • Labourat evit ma vo adpiaouet ar brezhoneg gant ar gerent.

2. Kreñvaat an traoù e keñver an arc’hant hag ar savadurioù

  • Bezañ oberiant evit ma vo paeet ar skodenn skol gant an holl gumunioù ;

  • Frammañ mererezh arc’hant ar rouedad hag an diazezadurioù ;

  • Kaout savadurioù skol bublik azas

  • Diorren un aozadur merañ eus ar savadurioù evit gellout souten an diazezadurioù hag ar raktresoù digeriñ ;

  • Liesaat an danvez publik ha preveze doujañs talvoudegezhioù Diwan

  • Skoazellañ an diazezadurioù hag an AEPoù lakaet diaes ;

  • Nevesaat hentenn ar skoazelloù kengret.

3. Diorren ar rouedad

  • Frammañ ur raktres diorren strategiezh war hir dermen ;

  • Ambroug diorren an diazezadurioù a zo anezho dija hag ar re da zont ;

  • Kreñvaat bezañs servijoù ar rouedad e Reter Breizh ;

  • Sevel ur hentad stummañ evit an dud a-youl vat ;

  • Kenderc’hel da ziorren ha broudañ an hent war-zu ar stummadur micherel, liammet gant ezhommoù ar skolioù ;

  • Kreñvaat al liammoù etre ar c’hentañ hag an eil derez evit ur c’hendalc’h pedagogiezh gwelloc’h eus ar skol-vamm d’al lise.

4.  Gwellat an aozioù labour

  • Prientiñ an doare da lakaat e pleustr emglev a-stroll broadel an diazezadurioù prevez hep pal arc’hantus

  • Kreñvaat obererezhioù dizarbenn ar riskloù micherel hag ambroug an emdroadur micherel ;

  • Labourat evit derc’hel padus hag anavezout gwelloc’h an implijoù en diazezadurioù.

5.  Gwellaat skoliata ar skolidi ha kreñvaat ar soubidigezh

  • Liesaat an hentennoù ha danvezioù dibab evit digeriñ muioc’h c’hoazh Diwan d’an holl ;

  • Diorren an obererezhioù dizarbenn war-zu ar skolidi hag ambroug an dud a-vicher evit degemer bugale ezhommoù a-ziforc’h ganto ;

  • Goprañ psikologourien skol ;

  • Derc’hel efedoù ar soubidigezh war an amzer troskol

6. Kehentiñ diabarzh ha diavaez

  • Kreñvaat ha modernaat ar c’hehentiñ ;

  • Gwellaat an doare da skignañ ar c’heleier hag en em anavezout an eil egile er rouedad  ;

  • Talvoudekaat obererezhioù Diwan hag an diazezadurioù en takad foran ha mediaoueg evit kreskiñ hor gwelusted ;

Kenderc’hel a radio Diwan da gemer perzh er stourmoù war ar stern, dreist-holl :

  • Anaoudegezh bonreizhel eus ar yezhoù anvet yezhoù rannvro hag ar soubidigezh ;

  • Kenofisielded ar brezhoneg asambles gant ar galleg ;

  • Bezañs hag  implij ar brezhoneg en takad foran breizh a-bezh ;

  • Adunvaniñ Breizh dre ma ‘z eo ar rann velestradurel ur skoilh evit diorren ar rouedad hag evit treuzkas ar brezhoneg

Gerioù-alc'hwez stag : motion    2025   

Skignañ ar pennad-mañ