Darempred

Degemer > Lycee-diwan-de-carhaix-la-federation-diwan-etudie-la-proposition-de-la-region-bretagne
lise_karaez__RLP6041

Lise Diwan Karaez : studiet e vo kinnig Rannvro Breizh gant ar c’hevread Diwan

20/06/2025

Resevet ez eus bet gant ar c’hevread Diwan ur c’hinnig savet gant Rannvro Breizh a-fed doareoù implij lec’h lise Diwan Karaez.

 

Saludiñ a reomp emgouestl an dilennidi rannvroel ha servijoù Rannvro Breizh a ziskouez gant ar c’hinnig-mañ o c’hoant kemer perzh war-eeun er strivoù evit gwellaat kondisionoù studi al liseidi·adezed ha re labour skipailhoù al lise.

 

E-kreiz an endro red-mañ e fell da Ziwan reiñ da c’houzout e neptuegezh ha nac’hañ bezañ benvekaet. Diwan a c’houlenn ivez en em zerc’hel gant doujañs ouzh an holl liseidi·adezed ha tud a-vicher, na zleont ket bezañ lakaet e-kreiz tabutoù.

 

Er mare-mañ ne genglot ket penn-da-benn ar c’hinnig resevet gant framm ekonomikel Diwan. A-raok bezañ gouest da gemer ur c’hinnig resis ez eus ul labour diabarzh a rennoù ha sifroù e-korf ar c’hevread, gant skoazell ha kenlabour ar servijoù rannvroel. Al labour-mañ a servijo da vestroniañ ar gouestl d’ober gant ar mod kinniget ha da vuzuliañ e efedoù a-hed an amzer.

 

Evel-just e fell d’ar c’hevread Diwan kenderc’hel gant ur steuñv padus, kevan ha beziadek evit ma c’hellfe lise Karaez hag ar rouedad a-bezh kenderc’hel da labourat en un doare stabil ha didrailhet.

 

Meur a wech hon eus lâret e vez kaset ur gefridi a servij publik gant Diwan o labourat bemdez evit treuzkas yezh ar vro. Ober war-dro ar savadurioù penn-da-benn ne vez ket an danvez pennañ deus hor palioù. Ar raktresoù-se a zo diazezet war emgouestl hon tud a-youl-vat, a zo dija leun a labour evit kas war-raok raktresoù a-bouez evit gwareziñ ha treuzkas ar brezhoneg.

 

Kenderc’hel a ra ar c’hevread da vezañ kennasket-mat gant ur spered a gomenz ha perzhded, gant ar pal da ginnig d’al liseidi·adezed ur framm deskiñ dereat, stabil ha padus, e brezhoneg.

 

Evit echuiñ, gant niver an enskrivadurioù o kreskiñ a-benn ar bloavezh-skol a zeu, lise Diwan Karaez zo troet war-zu an amzer da zont hag e kendalc’h da zougen uhelgezhioù ur rummad a-bezh.

Gerioù-alc'hwez stag : lycée    région   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ