Darempred

Degemer > Lenn-gant-plijadur
Rosalie_o_lenn_7467
©Thierry Jeandot

Lenn ? Gant plijadur !

Lire cet article en français

Lenn a c’hall ar vugale a-raok pe goude ar CP, o-unan pe gant bugale all, peotramant gant o zud. Lenn a reer evel a garer ! Ha pa ne vezer ket boas da lenn e brezhoneg e vo deuet mat an nebeud alioù-mañ.

Penaos dibab ?

Ar gwellañ alioù war al lenn d’ar vugale eo re ar vugale o-unan. Ma lavar Mona Yakari ho po kaer soñjal e Tintin e vo Yakari memestra. M’en deus lakaet Kaou Ewen da dreiñ sot gant ar Yer Bihan ho po da gemer pasianted a-raok ma kavo plijadur o lenn An tri forban pe ar Gruffalo hag a oa bet plijet kement deoc’h koulskoude. Un doare mat da c’houzout gant petra eo troet ar vugale eo sellout ingal ouzh roll loreidi Lenn ha Dudi, priz lennerien yaouank Diwan, pe c’hoazh loreidi Priz Ar Yaouankiz.

Evel-just e c’hellit ivez goulenn o alioù gant ar skolaerien pe ar gerent all pe gant tud ar gevredigezh Hipolenn.

Un doare mat all ivez : koumantatiñ d’ur gelaouenn vrezhoneg : ingal e teu ar c’helaouennoù dre lizher, enno istorioù nevez da gavout. Gant Keit vimp bev e vez kinniget kelaouennoù evit ar yaouankiz adalek 3 bloaz (fichennoù audio ha trodigiezhioù war lec’hienn an embanner). Gant Taboulin e kinnig TES kazetennoù bihan war an tem-mañ-tem sevenet dre genlabourat gant klasadoù kentañ derez.

Pelec’h e kaver levrioù e brezhoneg ?

Er vediaoueg pe er stal-levrioù e-lec’h m’emaoc’h o chom ez eus sur a-walc’h ur stalennad levrioù brezhonek. Ma n’eus ket e vefe digarez da ginnig dezho kregiñ ganti.

Er skolioù Diwan, alies, ar gwellañ lec’h evit al lenn, ma c’haller kaout un dibab brav hag alioù fur evit profañ levrioù e-skeud un deiz-ha-bloaz, pe Nedeleg pe c’hoazh evit lidañ ar vakañsoù eo stand ar c'homite skoazell. Pa soñjer ouzhpenn-se ez a arc’hant ar prenadennoù-se evit lakaat ar skol da vont en-dro n’eo nemet gwell a-se prenañ levrioù eno.

> Gwelout pajenn stand komite skoazell Lannuon

Un digarez plijus all da ober anoudegezh  gant nevezentioù an embann eo gouelioù al levrioù : e Karaez (miz Here)Gwenrann (miz Du)Montroulez (miz Du)

War Internet e c’haller mont war lec’hiennoù zo evel hini Kuzul ar brezhonegLenn savet gant Livre et Lecture en Bretagne pe Klask.com

Mat, met penaos distagañ ?

Gwir eo, an hini na oar ket brezhoneg en deus ezhomm d’en em harpañ war un dra bennak a-raok krediñ stagañ ganti. Sikour a gavo gant levrioù-CD TES. Evit lod eus an albomoù e c’haller ivez kaout ur fichenn audio war lec’hienn an embanner (TES ha KVB). 

Ar pep pouezusañ eo kemer fiziañs, pep hini a raio dre ma c’hallo. Hag a-benn ar fin e teuio da vezañ ur gwir avañtur marteze, evel gant Alexandra, mamm e Lannuon : « Maxime a zesk an distagadur din ha deskiñ a ran ster ar gerioù ivez da-heul, » emezi. Digarez da vevañ traoù brav asambles !

Ha c’hwi, petra a lennit e brezhoneg ? Penaos e vez kont ganeoc’h ? Lakait hoc’h alioù lenn er c’homenterioù !

Gerioù-alc'hwez stag : e brezhoneg   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het...

Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

Devezh pedagogiezh 2024

D’an 12/11 eo en em vodet skipailhoù pedagogel Diwan en hor 6 skolaj e Breizh a-bezh.

An holl bennadoù war an tem-mañ