Darempred

Degemer > Kozh-paper-a-vez-dastumet-gant-kuzul-skoazell-lannuon

Kozh paper a vez dastumet gant kuzul skoazell Lannuon

Evit arc’hantañ mont en-dro hor skol e ra kuzul skoazell Diwan Lannuon war-dro an dastum kozh paper.

Lire en français

Bez ez eus 3 c’harrastell Cellaouate er skol. Karget e vezont gant paper journal sec’h ha prop hepken. Ul lunvezh ar miz diouzh an abardaez e c’houlennomp reiñ dorn deomp evit kas er-maez an 3 c’harrastellad. Pounner mat int rak ober a ra pep hini anezho 250 kg. Goude se e teu ar c’hamion evit diskargañ anezho. 80€ a c’hounezomp dre donenn baper. Ar paper hag a vez miret ganto n’eo nemet paper diouzh ar gwellañ :

  • tamm paper kelaouenn ebet, na tamm levr-pellgomz, na paper da luc’heilañ, na paper da c’holeiñ ha na paper lufrus ha kement zo ;
  • paper sec’h dre ret, distag ha disifelenn (glebor dindan 12%) ;
  • hag anat deoc’h ne c’heller ket lakaat tamm kartoñs ebet na tamm plastik ebet pe tamm lastez ebet kenneubeut all.

Goulennit d'ho mignoned, kar, keneiled labour, amezeg da reiñ deoc'h o faper.

Gerioù-alc'hwez stag : kuzul skoazell    adimplij   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ