Darempred

Degemer > Keveler-eo-diwan-gant-ar-choulzad-emojibzh
campagne-emojibzh_16-9-brezhoneg

Keveler eo Diwan gant ar c’houlzad #EmojiBZH !

24/01/2020

Lire cet article en français

Kaoz zo eus #EmojiBZH e pep lec’h ! Ha gant Diwan ivez peogwir omp ezel eus kuzul merañ ar gevredigezh .bzh. Hep tortañ e soutenomp an emoji banniel Breizh ! Estreget ur skeudennig eo an emoji-mañ evidomp, skeudenn Vreizh eo, al levenez eo ! Evel ma lavar Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan er video-mañ, skignet gant #EmojiBZH.

Plijet oc’h gant Breizh ? Ni ivez ! Amañ e Diwan e vevomp bemdez gant sevenadur Breizh en hor skolioù, skolajoù ha lise. Netra kaeroc’h eget un emoji banniel Breizh evit hol lec’hiañ pa gomzomp gant tud eus ar bed ! Se zo kaoz e rankomp kregiñ e-barzh betek an 9 a viz C’hwevrer war Twitter ha diskouez hor skoazell evit an ober-mañ ha tapout an emoji Breizh da vat !

 

#EmojiBZH ! Petra eo se ?

Pal ar c’houlzad emoji banniel Breizh eo implij ledan an hashtag #EmojiBZH eus an 13 a viz Genver 2020 d’an 9 a viz C’hwevrer 2020 war twitter. Gant an implij divent-mañ e vo gellet diskouez d’ar c’honsortium Unicode (ensavadur amerikan a zegemer an emojioù nevez) ez eus ur gwir c’houlenn hag un implij ingal eus an emoji banniel Breizh. E-kerzh pevar sizhunvezh, pa vez skrivet an hashtag #EmojiBZH e vo krouet un emoji arnod en un doare emgefreek. Un hashflag eo un hashtag gant ur ger ouzh e heul hag a zegas un emoji en un doare emgefreek. Hag abaoe an 13 a viz Genver ez eus bet tweetet ouzhpenn 200 000 emoji !

 

#EmojiBZH ! Perak ?

Pouezus eo an dalc’h eta ! Ma vez degemeret an emoji Breizh e vo krouet en un doare emgefreek e roll emojioù milionoù a poellgomzerioù er bed a-bezh ! Un disoc’h fetis hag ur gounid a-feson a c’hellfe degas evit brud ha skeudenn hor rannvro.

Gant ar c’houlzad-mañ hag an emoji-mañ ez eus ur gwir ster : gant an emoji e c’hellimp komz aes a-zivout hon identelezh Breizh. Betek an 9 a viz C’hwevrer hon eus eus evit bodañ an holl dud lorc’h enno diskouez o banniel hag an nerzh a c’hellomp krouiñ holl asambles !

Kontañ a ra Diwan warnoc’h eta evit tweetañ ledan #EmojiBZH !

Petra rankit ober bremañ ?

M’ho peus Twitter, implijit ledan an hashtag #EmojiBZH betek an 9 a viz C’hwevrer 2020.

Ma n’emañ ket twitter ganeoc’h c’hoazh :

  • Kit war twitter.com pe bellgargit an arload Twitter eus store ho poellgomzer pe dablezenn,
  • Klikit war “en em enskrivañ”,
  • Krouiñ ho kont e 5 pazenn verr,
  • Tweetit aes gant an hashtag #EmojiBZH

Ma ne fell ket deoc’h en em enskrivañ war Twitter :

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ